Silvio
anv paotr
Silvio zo un anv-badez italianek roet d'ar baotred, kevatal da Silvia evit ar merc'hed. Roet e vez e spagnoleg ivez. Sílvio e vez skrivet an anv e portugaleg.
Gedarzh
kemmañDont a ra eus al latin "Silvius" hag a dalv "spered ar c'hoad".
E yezhoù all
kemmañ- Sylwiusz e poloneg
- Silviu e roumaneg
Tud
kemmañ- Silvio Gesell (1862-1930), armerzhour alaman
- Silvio Berlusconi (g. e 1936), politikour italian
- Silvio Rodríguez (g. e 1946), soner, barzh ha sonaozer kuban eus al luskad « nueva trova »
- Silvio Brito (g. e 1953), kaner-sonaozour vallenato e Kolombia
- Silvio Danailov (g. e 1961), mestrc'hoarier echedoù bulgar