Skingomz e Bro-C'hall

Bez eus tri frantad en istor ar skingomz e Bro-C'hall. Hini ar re gentañ a ya eus deroù an XXvet kantved betek an Eil Brezel Bed. Goude-se ez eus prantad gwirioù-miret gant ar stad deus 1945 betek 1981. E miz Mae 1981, dieubet eo ar gwagennoù, mare ar skingomzioù frank

Istor kemmañ

Ar re gentañ kemmañ

Eugène Ducretet en deus diskouezet d'an holl un treuzkasadur pellskriver hep neudenn etre ar Tour Eiffel hag ar Panthéon d'ar 5 a viz Du 1898. Komzet e vo eus pellgomzerezh hep neudenn goude labourioù an amerikan Lee De Forest (1906). A-raok 1921, implijet e oa ar skingomz nemet en arme pe war ar vor. Adalek 1905 e vez implijet an TSF er merdeadurezh broadel. Staliet e vo skingaserioù bras er trevadennoù, implijet eo ar Tour Eiffel gant an arme douarel evit lakaat skingaserioù. Frammet mat eo implij ar skingomz e-pad ar Brezel Bed Kentañ, adalek ar bloavezhioù 1920 e vo skingomzoù ar stad hag reoù prevez. D'ar 24 a viz Kerzu 1921 eo skignet an abadenn kentañ e bro-C'hall davet ar bobl. Aotreet eo da SFR (Société Française Radioélectrique) da skignañ e Paris e 1922, reoù all a heulio, e 1939, bez eus nav radio e Paris: Radio Tour Eiffel (radio stad) 24 a viz Kerzu 1921 betek miz Even 1940. Radiola (prevez) 6 a viz Du 1922 betek an 28 a viz Meurzh 1924. Dont a ra da vezañ Radio Paris d'ar 29 a viz Meurzh 1924 (prevez ha dindan ar stad d'ar 17 a viz Kerzu 1933). Mirout a ra an anv Radio Paris deus miz Gouere1940 betek miz Eost 1944 met dindan kontrollerezh an Nazied. Radio PTT (radio stad) 20 a viz Genver 1923 betek miz Even 1940. Poste Parisien (prevez) deus an 30 a viz Meurzh 1924 betek miz Even 1940. Radio LL (prevez) deus miz Meurzh 1926 betek an 28 a viz Gwengolo 1935. Dont a ra da vezañ Radio Cité (prevez) deus an 29 a viz Gwengolo 1935 betek miz Even 1940. Radio Vitus (prevez) deus ar 1añ a viz Kerzu 1926 betek ar 14 a viz Genver 1934. Dont a ra da vezañ Poste de l’Ile de France (prevez) deus ar 15 a viz Genver 1934 betek miz Even 1940. Radio Luxembourg (prevez) deus ar 15 a viz Meurzh 1933 betek an 21 a viz Gwengolo 1939. Neuze deus 1945 betek 1966. Dont a ra da vezañ RTL (prevez) abaoe 1966. Radio 37 (prevez) deus ar 5 a viz Gwengolo 1937 betek an 13 a viz Even 1940. Poste colonial (radio stad) deus an 30 a viz Ebrel 1931 betek ar 1añ a viz Meurzh 1938. Dont a ra da vezañ Paris Mondial (radio stad e 20 yezh) deus an 2 a viz Meurzh 1938 betek ar 17a viz Even 1940.

Pennad : Skingomz e Pariz kemmañ

Neveziñ a reont a re-se: D'ar 6 a viz Geñver 1923, kelaouenn komzet kentañ war Radiola intruduet gant Maurice Vinot. D'ar 6 a viz Mae 1923, kelaouadenn gentañ ar c'hrogad boks Carpentier-Nilles tost war-eeun, c'hoazh war Radiola. D'ar 6 a viz Here 1923, kelaouadenn gentañ ur c'hrogad boks war-eeun ar wech-mañ, deus ar sal Wagram. Genver 1927. Prezegoù kentañ skingaset (Radio Paris) Here 1927. Liammet eo un lenner pladennoù(anvet pick-up) gant ur micro gant Radio Toulouse. Neuze eo posupl skingas pladennoù gant ur son a berzh mat. Betek-henn a eo goulennet gant lazoù-seniñ. Miz Gouere 1929. Treuzkasadur kentañ an Tour de France. Mae 1936. Ganedigezh ar "crochet radiophonique" war Radio Cité. Hañv 1936. Treuzkasadur war-eeun ar C'hoarioù Olimpek e Berlin.