Skoazell:Penaos eilañ ur skeudenn war ar servijer

Ar skeudennoù eilet a rank bezañ talvoudus evit Wikipedia pe evit raktresoù Wikimedia. Ar fichennaouegoù a zo kreizennet war Wikimedia Commons, ur vediaoueg boutin d'an holl raktresoù. Evel-se e vo tu da implijout ho skeudennoù war-eeun e Wikipediaoù an holl yezhoù.


Oberour ar skeudenn oc'h

kemmañ
  • Tennet hoc'h eus poltred un oberenn arz nevez a-walc'h n'eo ket bet savet ganeoc'h (livadur, kizelladenn, savadur) :
    Nann Mirout a ra an arzour e wirioù aozer ; arabat enporzhiañ ar skeudenn, diverket e vo.

Oberour ar skeudenn a zo marv dibaoe ouzhpenn 70 vloaz

kemmañ

Kavet ho peus ar skeudenn-mañ war ur Wikipedia en ur yezh all

kemmañ

Kavet ho peus ar skeudenn-mañ war Internet

kemmañ

N'emaoc'h e hini ebet eus an degouezhioù-se

kemmañ
  • Hini ebet eus an degouezhioù a-us na glot gant ar blegenn m'emaoc'h.
    ? Savit ar goulenn ouzh implijerien ouiziekoc'h.

Nemedennoù

kemmañ

Implijerien arroutet : Dibab a rit enporzhiañ ur skeudenn n'eo ket frank a wirioù war ar wikipedia brezhonek, dre heuliañ al liamm-mañ. Ma rit se, e emouestlit hoc'h atebegezh wiraouel. N'eus tamm gwarant ebet e vo aotreet ar skeudenn-se war Wikipedia en dazont ha gallout a rafe bezañ diverket.

Pep skeudenn enporzhiet war ar Wikipedia brezhonek a rank bezañ resisaet warni an aozer, an orin hag an aotre implijout anezhi.

Non Kement skeudenn a vanko unan eus an titouroù-se dezhi a vo diverket hep kas keloù.

Dalc'hit soñj : ma'z eus bet tennet ur skeudenn ganeoc'h, arabat enporzhiañ anezhi war Wikipedia met war Commons. N'eus ostilh eeun ebet evit treuzkas a posteriori ar skeudennoù war-du Commons. Trugarez da enporzhiañ anezho war-eeun.