Skol Viblek Jeruzalem
(Adkaset eus Skol Biblek Jeruzalem)
Krouet eo bet Skol Viblek Jeruzalem e 1890 gant Marie-Joseph Lagrange o.p. dindan an anv a École pratique d’études bibliques.
Dont a reas da vezañ École biblique et archéologique française (EBAF) e 1920 pa voe anavezet ez-ofisiel evel skol a hendraouriezh gant ar Stad c'hall.
Staliet eo e Jeruzalem e-kichen un iliz eus ar Vvet kantved dediet da Sant Stefan. Un ensavadur a zeskadurezh uhel hag imbourc'h eo, arbennik war an hendraouriezh hag an devarnerezh.
Daveoù
kemmañUl levr bannoù-treset embannet e 2015 gant Glénat a zo awenet gant Skol Viblek Jeruzalem : Les explorateurs de la Bible / Le manuscrit de Sokoka, istor gant Arnaud Delalande hag Yvon Bertorello, tresañ gant Alessio Lapo ha livioù gant Simona Mogavino. ISBN 978-2-7234-9849-4/001.