Slochteren (distagañ [1]) a zo ur gumun e proviñs Groningen en Izelvroioù. Ar chêrioù ha kêriadenn da-heul a ya d'ober ar gumun : Blokum, Denemarken, Froombosch, Gaarland, Harkstede, Heidenschap, Hellum, Kolham, Lageland, Luddeweer, Overschild, De Paauwen, Ruiten (streek), Schaaphok, Scharmer, Schildwolde, Siddeburen, Slochteren, Steendam, Tjuchem, Wilderhof e Woudbloem. Ur gumun kalz kêriadennoù enni eo, ha tro-dro dezhi e kaver tachennoù ma vez gounezet. Kalz annezidi a ya da labourat er c'hêrioù tost evel Hoogezand, Groningen ha Delfzijl. E Slochteren e kaver ivez ar Fraeylemaborg. Ur c'hastell bihan eo, al lodennù koshañ anezhañ a voe savet er Grennamzer.

Slochteren
kumun eus an Izelvroioù
Anvet diwarSlochteren Kemmañ
StadIzelvroioù Kemmañ
E tiriadGroningen Kemmañ
Gwerzhid-eurUTC+01:00 Kemmañ
Daveennoù douaroniel53°13′0″N 6°48′0″E, 53°13′0″N 6°48′0″E Kemmañ
Post dalc'het gant penn ar gouarnamantmayor of Slochteren Kemmañ
A zo stok ouzhGroningen Kemmañ
Erlec'hiañ a raHarkstede Kemmañ
IPv6 routing prefix2001:41f0:625b::/48 Kemmañ
Kod-post9615–9629, 9939 Kemmañ
Banniel (deskrivadur)flag of Slochteren Kemmañ
Ardamezioùfirst coat of arms of Slochteren, second coat of arms of Slochteren Kemmañ
Roll monumantoùQ3156870, Q4557651 Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.slochteren.nl/ Kemmañ
Rummad evit ar c'hartennoùCategory:Maps of Slochteren Kemmañ
Kod pellgomz an takad0596, 0598 Kemmañ
Map
Iliz Harkstede

Gaz kemmañ

E-kreiz un dachenn ma'z eus bet kavet gaz emañ Slochteren. E 1959 e voe dizoloet, ar pezh a lakaas an Izelvroioù da vezañ e-touez ar broioù a c'hall ezporzhiañ gaz. E 2009 e voe jedet e oa ur mirad 2700 bilion m³ dezhañ[1].

Kuzul-kêr kemmañ

Disoc'hoù dilennadeg ar 7 a viz Meurzh 2006 ha re dilennadeg 2002. En holl ez eus 15 dileuriad er c'huzul-kêr.

Strollad 2006 % 2002 % Dileuridi 2006 2002
PvdA 32,7 20,0 5 3
Gemeentebelangen 15,3 20,3 3 3
VVD 15,0 16,2 2 3
ChristenUnie 14,7 13,7 2 2
CDA 14,3 16,2 2 2
GroenLinks - D66 8,0 13,6 1 2
Hollad 63,4 63,8 15 15

Abaoe 2006 eo renet gant un emglev etre Partij van de Arbeid, VVD ha ChristenUnie.

Notenn kemmañ

  1. NAM/Shell gas/oil website

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù.