Delfzijl
Delfzijl (distagañ : [1]) a zo ur gêr hag ur gumun e proviñs Groningen en Izelvroioù. War ribl kleiz aber ar stêr Ems, tost ouzh harzoù Alamagn. Ar c'hêrioù ha kêriadennoù da-heul a ya d'ober ar gumun : Bierum, Biessum, Borgsweer, Delfzijl, Farmsum, Godlinze, Holwierde, Krewerd, Losdorp, Meedhuizen, Spijk, Termunten, Termunterzijl, Uitwierde, Wagenborgen, Weiwerd, Woldendorp.
Anv er yezh a orin | Delfzijl |
---|---|
Anvet diwar | Delf |
Anv annezidi | Delfzijler |
Stad | Izelvroioù |
E tiriad | Eemsdelta |
War ribl | Mouth of the Ems river |
Daveennoù douaroniel | 53°20′0″N 6°55′0″E |
Post dalc'het gant penn ar gouarnamant | mayor of Delfzijl |
Penn an aotrouniezh | Gerard Beukema |
Gevellet gant | Amsterdam, Sierre, Zelzate, Cesenatico |
A zo stok ouzh | Eemsmond |
Bet erlec'hiet gant | Eemsdelta |
Darvoud-alc'hwez | Siege of Delfzijl |
Kod-post | 9904–9909, 9930–9934, 9936–9937, 9945–9949 |
Lec'hienn ofisiel | http://www.delfzijl.nl/ |
Banniel (deskrivadur) | flag of Delfzijl |
Ardamezioù | coat of arms of Delfzijl |
Roll monumantoù | list of war memorials in Delfzijl |
Kod pellgomz an takad | 0596 |
Rummad evit ar c'hartennoù | Category:Maps of Delfzijl |
Greanterezh
kemmañA-fet talvoudegezh ez eo Delfzijl pempvet porzh an Izelvroioù hag enni e kaver un embregerezh aluminiom perc'hennet gant Aluminium Delfzijl. E 2004 e voe produet 112 400 tonennad aluminioù dourennek. Kalz embregerezhioù kimiezh a gaver ivez e Delfzijl, hag eil lec'h ezporzhiañ danvezioù kimiek eo en Izelvroioù goude Rotterdam.
Darvoudoù
kemmañBep pemp bloaz e vez aozet Delfsail, an darvoud brasañ en Izelvroioù evit a sell ouzh ar bageal. Bep bloaz e vez aozet "Pinksterfeesten" e Delfzijl.
Kuzul-kêr
kemmañE kuzul-kêr Delfzijl ez eus 21 dileuriad :
- PvdA : 9 dileuriad
- ChristenUnie : 4 dileuriad
- CDA : 3 dileuriad
- VVD : 2 zileuriad
- Lijst Stulp : 2 zileuriad
- PvhN : 1 dileuriad
Gevellerezh
kemmañLiamm diavaez
kemmañ- (en) Delfzijl travel guide war Wikivoyage
Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù. |