Smbat Lpoutian

(Adkaset eus Smbat Lputian)

Smbat Gariginovitch Lpoutian (armenieg: Սմբատ Լպուտյան) a zo bet ganet d'ar 14 a viz C'hwevrer 1958 en Yerevan (Armenia).

Smbat Lpoutian

Mestrc'hoarier echedoù armeniat eo.

Mestr Meur Etrebroadel eo.

2634 eo e niver Elo, da lâret eo ar 5vet plas ag Armenia.

Kampion Armenia e voe e 1998 ha 2001.

E 2001 e tapas ar Vendalenn Aour e anv Armenia e Kampionad ar Broadoù.

E 2002, gant skipailh olimpek Armenia e tapas ar Vendalenn Arem e Bled (Slovenia).

Kentañ e voe e tournamantoù Berlin 1982, Sarajevo 1985, Irkoutsk 1986 ha Dortmund 1988.

Kentañ ex-aequo e voe e tournamantoù Aten 1983, Irkoutsk 1983 hag Hastings 1986-87.

A-gevred gant izili arall (Levon Aronian,Vladimir Hakobyan,Karen Asrian, Gabriel Sargissian hag Artashes Minasian) skipailh olimpek Armenia e tapas ar Vendalenn Aour en Olimpiadoù ag Echedoù a 2006 e Torino (Italia), dirak Sina ha SUA.

Liammoù diavaez

kemmañ