Son, la antesala de la salsa

Son, la antesala de la salsa zo ur film kuban[1] diwar-benn ar son cubano.Un eur hanter e pad. Dont a ra anv ar film eus ur frazenn deuet gant ar sonaozer Miguel Matamoros.

Unan eus an doareoù da zisplegañ ar ger "son" e Kuba, a glever er film, eo sonerezh da zañsal a-zaou.

Lakaat a ra gwrizioù ar son er XVIvet kantved, e 1582, gant ar pevarad savet gant Pascual de Ochoa, Pedro Almanza hag an div c'hoar Teodora Ginés ha Micaela de la Mateodora. Kalz eus an displegadennoù zo roet gant Celia Cruz ha Roberto Torres (kaner), bet o-daou o kanañ er Sonora Matancera.


Notennoù

kemmañ
  1. Amañ e welor ar film : [[1]]