Roberto Torres (kaner)
Roberto Torres, ganet e 1940 e Güines, zo ur c'haner kuban, aet da chom da SUA. Bet eo e-touez kanerien al laz Sonora Matancera e 1969. Brudet eo evel kaner ar ganaouenn Caballo Viejo (kanaouenn), savet gant Simón Díaz. Perzh a gemeras, gant Arturo Sandoval, Rosendo Rosell, Celia Cruz hag Eloy Crespo er film "Son, la antesala de la salsa", diwar-benn istor ar Son cubano.
Pa oa krennad e kemeras perzh e meur a laz : Conjunto Universal de Malena del Sur hag Orquesta Swing Casino. Evel kalz arzourien e kuitaas an enez e 1959 abalamour da drec'h an dispac'h. Mont a reas da gêr Miami hag ac'hane da Evrog Nevez ma reas e annez. Eno neuze e savas ar Charanga Broadway en 1962, gant ar fleütour kuban Eddy Zervigón hag e vreudeur Rudy ha Kelvin, ha gante e reas eizh albom, entre 1964 ha 1968.
En 1969 ez eas da ganañ er Sonora Matancera, al laz brudetañ e Kuba d'an ampoent, evel lazkaner, ha gante e chomas tri bloaz met n'en devoe ket tro da vout pennganer. War un dro e sonas gant al laz José Antonio Fajardo. En 1972 ec'h enrollas ur bladenn gant al laz Latin Dimension, dindan Mike Martínez, evel pennganer.
E kreiz ar bloavezhioù 1980 e savas ar " La Charanga Vallenata " da seniñ sonerezh vallenata. Hriiv emaén o chom e Miami .
Liamm diavaezAozañ
- O kanañ El Duro del Guaguanco e 1978 : [1]
- O kanañ Caballo Viejo : [2] hag en ur sonadeg e Madrid : [3]
- O kanañ El que sembra su maiz : [4]
- O kanañ El paralitico : [5]
- O kanañ El cantor de Fonseca : [6]
- O kanañ un heuliad tonioù (Caney, Buche y pluma, Lagrimas negras, Huesos na' ma, ...) [7] ha [8]
- O kanañ Ahí Na'ma : [9].
- O kanañ [ https://www.youtube.com/watch?v=6wLiYkz7TL0 Para que aprendas] (komzoù: [10] e Medellin e 2015.