Ar vallenato , pe musica vallenata, zo un doare-seniñ eus Colombia, ha da gentañ-penn eus arvor ar Mor Karib, e proviñs kozh Padilla (hiriv rannet etre meur a zepartamant). Levezonet eo gant enbroidi europat, evel an Alamaned a zegasas an akordeoñs da Riohacha, e La Guajira, e dibenn an XIXvet kantved.

Laz-seniñ vallenato
Festival Vallenato 2007.

Douaroniezh

kemmañ

Kavell ar sonerezh a vije e proviñs kozh Padilla (hiriv kreisteiz La Guajira, hanternoz Cesar ha reter Magdalena) hag un doare damzisheñvel eus Bolívar, Sucre ha Córdoba. Hiziv avat eo un doare-seniñ broadel er vro, ha klevet e vez kenkoulz all bremañ e Venezuela, Panamá, Ecuador ha Mec'hiko. Tri benveg aroueziek zo : an akordeoñs diatonek, ar guacharaca , hag an taboulin bihan anvet caja , e lêr gavr. An tonioù zo renket e meur a rumm: paseo, merengue, puya, son ha tambora.

Dont a ra an anv eus El Valle (an draonienn), dre ma teufe ar vallenato eus kêr Valledupar (diwar Valle de Upar).

Liesdoare

kemmañ

Meur a zoare vallenato zo, ken e vez lavaret an anv-se un tamm eus n'eus forzh petra gant ma vo akordeoñs e-barzh. Koulskoude, hervez ar c'hiz kozh, n'eus nemet pevar doare : ar paseo, merengue, puya ha son. Levezonet eo an tonioù-se gant luskoù karib hag afrikan koshoc'h egeto, gwrizioù spagnol zo ivez. Eus ar meskaj ez eus deuet ur sonerezh a zo broadel, hervez kalz a dud er vro, kenkoulz evel cumbia.


Kanerien

kemmañ

Sed un nebeud kanerien ha sonerien vallenato:

Liammoù diavaez

kemmañ

Pennadoù kar

kemmañ