Son ar c'hafe zo ur ganaouenn vrezhonek hengounel bet savet kent 1924[1].

Kanet e vez war un ton gavotenn eus Bro C'hlazig pe ur gavotenn eus Ar C'hab.

  • Setu amañ ur gentel eus ar c'homzoù, a-douez meur a hini.
Son ar c'hafe

1.
A Gastell-Paol da Lannuon
A Gernev da Oueloù
Ez eus bet savet meur a son
Diwar an evajoù.
Evidon, keit ha ma vevin,
Me 'gav din e lârin :
Diskan (2 wezh)
Netra ne blij din-me
'Vel ur banne kafe !

2.
Ur vamm pa glev he bugel kaezh
O ouelañ en e gavell,
Gant ur banne kafe gant laezh
A ra dezhañ tevel,
Ha neuze div vouezhig vihan
A-unan a vouskan :
(Diskan)

3.
Ha pa'z eas Fañch, ar paotr faro
Da welout Janig vrav,
E lâras dezhi : "Du-mañ zo
Sistr ha gwin leun ar c'hav !"
Met Janed a respontas a-benn
D'ar c'haezh den he sonenn :
(Diskan)

4.
En tiegezhioù pinvidik
Emañ bet a-viskoazh
Ar c'hiz da ginnig kafe rik
War-lerc'h ar predoù bras.
Aotrounez hag itronezed
A gleved o lâret :
(Diskan)

5.
Ar paour ivez 'mesk al ludu
En ur pod pri faoutet
A domm ur banne kafe du
A-raok mont da gousket.
Ha hep soñjal en e baourentez
'N e wele e hunvre :
(Diskan)

6.
Kentañ labour ar martolod
Kerkent ha dihunet
Eo redek da zifenn e lod
Eus an dour du karet.
Hag ur wech leinet mat,
D'e dro e lâro hep distro :
(Diskan)

7.
Ar c'hafe zo ul louzaouenn
Hep par dreist pep hini,
Ha n'hellan ket en ur sonenn
Kaer a-walc'h he meuliñ.
Va son a vefe kalz re hir,
Pa'z eo gwir, en ur ger :
(Diskan)

8.
Me 'varvo ivez moarvat
Evel pep krouadur,
Ha m'ho peus c'hoant neuze tud vat
D'ober din ur blijadur,
C'hwi 'verko war ma bez dister,
Don ha sklaer an eizh ger :
Netra dezhi ne blije
'Vel ur banne kafe !

Liammoù diavaez

kemmañ
Istor
Kentelioù

Notennoù

kemmañ
  1. (br) Ar Yeodet. Kanomp en brezonek !. In : ''Arvorig, miz Genver 1924 @ IDBE. Kavet : 17 Even 24.