Sondergericht (brezhoneg: lez-varn ispisial) a oa lezioù-barn politikel da vare an naziegezh en Alamagn. Goude ma voe kemeret ar galloud gant an nazied e 1933, e oa bet kroget da vougañ an enebiezhioù en Alamagn. E-kichen ar sistem justis reizh e oa bet kroget da grouiñ ur justis politikel. Pal al lezioù-barn ispisial a oa saouzaniñ pobl Alamagn, met dre ma oa o galloud o kreskiñ e voe kemeret goustadik plas al lezioù-barn ordinal gant al lezioù-barn ispisial-se.

Ar barner Roland Freisler (e-kreiz) el lezvarn ar bobl (Volksgerichtshof) al lez-varn ispisial brudetañ
Barnadenn ar Sondergericht Bromberg e Polonia
Skritell kondaonadur d'ar marv evit an holl yuzevien a vefe tapet er-maez eus ar ghetto hag evit ar Boloniz a sikourfe anezho, sinet gant Sondergericht Warschau