Sondhi Boonyaratklin


Jeneral Sonthi Boonyaratglin (taieg: สนธิ บุญยรัตกลิน; LFE: [sŏntʰí bunjárátkalin]; Sonthi Bounyaratkalin hervez doare-skrivañ ar brezhoneg) bet ganet d'an 2 Here 1946 zo e penn lu Thailand. Muzulman eo hag an hini kentañ anezho eo e penn ul lu boudaek.

Sondhi Boonyaratklin
Penn Kuzul evit an Adreizhadur Melestradurel
Er galloud
Er galloud adalek19 Gwengolo 2006
A-raok :Thaksin Shinawatra
2 Here 1946
Strollad politikel
MicherPenn-lu Arme Roueel Dhai
RelijionIslam

D'an 19 Gwengolo 2006 ez eas da 1añ Ministr dre un taol-stad.

Deskadur ha deroù e esped

kemmañ

Studiañ a reas Sonthi Boonyaratglin en Akademiezh Vilourel Roueel Chulachomklao hag anvet e voe e 1969 en droadegiezh. Penn e voe da veur ag unanneoù.

E miz Eost 2004 e voe anvet eil penn al lu. Da penn-lu e voe anvet e miz Here 2005 a-drugarez da skoazell Surayud Chulanont, penn kozh al lu, ha Prem Tinsulanonda, prezidant ar c'huzul prevez ha alier ar roue Rama IX

Diemglev gant Thaksin Shinawatra

kemmañ

Evel penn ar lu e asure Sondhi Boonyaratklin n'emello ket e enkadenn bolitikel a oa Thailand enni adalek 2005, daoust m'en doa disklaeriet : Doaniet e oa bet he Meurded gant an enkadenn, moarvat. Klemm a reas pa arnodas, en aner, Thaksin Shinawatra da lakaat kenskolidi e karg gwarnizon ar gêrbenn.