Sophie Luise von Mecklenburg-Schwerin

Ur pennad Sophie von Mecklenburg zo ivez.
Ur pennad Sophie von Preußen zo ivez.

Sophie von Mecklenburg-Schwerin, pe Sophie Luise von Preußen (1685-1735), a oa merc'h da Frederig Iañ von Mecklenburg-Schwerin. Mervel a reas divugel, aet he spered diganti.

Sophie Luise von Mecklenburg-Schwerin
Ar rouanez Sophie Luise von Preußen


Dimeziñ a reas en miz Du 1708, da 23 bloaz, da Frederig Iañ (Prusia) (1657-1713), roue Prusia, 27 vloaz koshoc'h egeti. Hec'h anv-hi eo a voe roet d'an iliz Sophienkirche en Berlin. Eured Sophie Luise a voe jubennet gant Johann Kasimir Kolbe von Wartenberg, ministr-prezidant, a zalc'he war ar roue intañv dre ma ne oa pennhêr ebet c'hoazh.

Brudet e oa kened Sophie Luise, ma veze graet Gwener Mecklenburg („mecklenburgische Venus“) anezhi. Met ne oa ket desket kaer, goude ma ouie eus ar sonerezh ha komz galleg. Ne oa ket skañv avat, ha troet e oa gant ar relijion. Met ne oa ur spered kaer evel ar rouanez Sophie Charlotte en he raok. Tamm-ha-tamm e voe lakaet a-gostez e buhez al lez e Berlin.

Klask a reas, gant skoazell Mademoiselle Gravenitz, treiñ he fried roue diwar ar galvinegezh da vont a-du gant al luterianegezh. Gant se e save tabut etreze aliezik.

Un enebourez he devoa ivez, Catharina Rickers (1670, Lobith - 1734, Den Haag), a oa pried d'ar ministr Wartenberg, ha serc'h d'ar roue ouzhpenn.

Sophia Louise ne oa ket evit itrikoù ha kabaloù lez Berlin. Dindan levezon August Hermann Francke e oa ha repuiñ a rae er Pietism. Mont a reas he spered e belbi er Berliner Schloss ha spontañ a reas ar roue Frederig ken e kredas eo hi an hini a oa an "Iton Wenn " a c'hallje rakkemenn e varv dezhañ.

A-benn ar fin e troas he spered ha n'halle ket en em ziskouez ken dirak zan dud. E miz Genver 1713, un nebeud sizhunioù a-raok he marv, e voe kaset en dro da di he zud war urzh ar roue Frederig, da Mecklenburg-Schwerin. Bevañ a reas neuze e kastell Grabow. Pa varvas e voe beziet en iliz Schelfkirche St. Nikolai en Schwerin.