Mississippi (stêr)
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Ur stêr anvet Mississippi zo ivez en Ontario, Kanada.
Mississippi | |
Lenn Itasca, andon ar stêr Mississippi
| |
Gerdarzh Lesanv |
Ojibweg misi-ziibi, "stêr vras" Old Man River, "Ar C'hozhiad" |
Douaroniezh | |
Kevandir | Norzhamerika |
Bro | Stadoù-Unanet |
Stadoù | Minnesota, Wisconsin, Iowa, Illinois, Missouri, Kentucky, Tennessee, Arkansas, Mississippi, Louisiana |
Kêrioù | Minneapolis, Saint Paul, La Crosse, Quad Cities, St. Louis, Memphis Baton Rouge, New Orleans |
Douradurezh | |
Andon • Lec'hiadur • Uhelder • Daveennoù |
Lenn Itasca, Minnesota Itasca State Park Clearwater County 450 m 47° 14' 23" N • 95 °12' 27" K |
Genoù • Lec'hiadur • Uhelder • Daveennoù |
Pleg-mor Mec'hiko Pilottown Louisiana 0 m 29° 09' 04" N • 89 °15' 12" K |
Hirder | 3 730 km |
Diazad | 2 981 076 km² |
Fonnder • Keitat • Izelañ • Uhelañ |
E Baton Rouge 16 792 m3 [1] 4 502 m3 86 791 m3 |
Adstêrioù | |
Glann dehoù (Kornôg) |
St.Croix River, Wisconsin, Rock River, Illinois, Kaskaskia River, Ohio |
Glann gleiz (Reter) |
Minnesota Des Moines, Missouri, White River, Arkansas, Red River |
Ar stêr Mississippi (Mississippi River e saozneg) zo ur stêr vras e Stadoù-Unanet Amerika hag a dreuz kreiz ar vro eus Minnesota en hanternoz betek pleg-mor Mec'hiko er c'hreisteiz. 3 730 km zo dezhi : unan eus stêrioù hirañ ar blanedenn eo ar Mississippi stadunanat.
Ur plas dibar en deus ar Mississippi e armerzh ha sevenadur ar vro.
Douaroniezh
kemmañRedek a ra war-du ar c'hreisteiz etre meur a stad:
- etre Minnesota ha Wisconsin,
- etre Iowa hag Illinois,
- etre Missouri hag Illinois, Kentucky, ha Tennessee,
- etre Arkansas, ha Tennessee ha Mississipi
- etre Louiziana ha Stad Mississippi
met e Louiziana eo emañ an delta.
-
Kartennoù eus ar stêr Mississippi
N'eus nemet ar Missouri, un adstêr, a zo hiroc'h egeti e Norzhamerika. A-hed tremen 6 800 km[2],[3] e red an div stêr, lakaet a-hed-da-hed.
Istor
kemmañBet eo o chom an Amerindianed a-hed ar Mississippi e-pad miliadoù a vloavezh. Chaseourien-kutuilherien a oa lod anezho, reoù all labourerien-douar. Erruout a rejont an Europeaned adalek ar XVIvet kantved.
Sevenadur
kemmañFrançois-René de Chateaubriand, Mark Twain ha Herman Melville a zo bet awenet gant ar stêr. Diwanet e oa ar sonerezh blues e korn-bro delta ar stêr.
Notennoù
kemmañ- ↑ (en) United States Geological Survey/USGS
- ↑ P. Carrière, pennad Mississippi et Missouri, en Encyclopædia Universalis, 2002
- ↑ Roger Brunet (rener), Géographie universelle : États-Unis, Canada, Paris, Hachette-Reclus, 1992, (ISBN 2010148290), p.186.