Ar stêr Zaraitzu (pe Salazar e spagnoleg) zo ur stêr 34 km hed a ziskenn eus Pireneoù Nafarroa, hag a red dre Traonienn Zaraitzu hag a zo un adstêr d'an Irati‎ .

Ar stêr Zaraitzu a ro hec'h anv da Traonienn Zaraitzu, e Nafarroa

C'hoarvezout a ra Stêr Zaraitzu eus kember an div stêr Anduña ha Zatoia er c'hreisteiz da Otsagabia . Berr eo he red, strizh he naoz, maget gant ar glaveier hag an erc'h. . Hec'h adstêrioù : Zaldaña ha Jabrós.

Tremen a ra dre Ezkaroze, Orontze, Espartza-Zaraitzu, Ibiltzieta, Sartze, Gorza, Galoze ( hag Uskartze), Ustés, Nabaskoze, Foz Arbaiun, ur seurt cañon en ardremez Nabaskoze, ha Foz Irunberri e-kichenik Irunberri.



Dluzheta a vez graet enni.

Skeudennoù kemmañ