Standschütze Hellriegel M1915
Ar Standschütze Hellriegel 1915 a oa ur bistolenn-vindrailher aostriat-hungariat yenaet dre zour savet e-pad ar C'hentañ Brezel-bed. Chom a reas e stumm taolioù-arnod ha nebeud a skouerennoù a voe savet. Nebeud a draoù a ouzer war an arm-mañ hiziv an deiz.
An anv Standschütze a vije bet awenet gant hini an adarmead aostriat-hungariat, ar Standschützen. Hellriegel zo ul lesanv aostrian.[1]
An arm a c'helle bezañ pourveziet gant kargerioù diazez al lu douget gant un eil soudard pe gant kargerioù ront, enne kartouchennoù a oa kredabl reoù 8 x 18 mm Roth[2].
Tro-dro d'ar Standschütze Hellriegel M1915
kemmañDreistbrudet eo bet an Hellriegel M1915 gant ar c'hoari Battlefield 1.
Liammoù diavaez
kemmañDaveennoù
kemmañ- ↑ (en) MOSS Matthew, The ‘Standschutze Hellriegel’ Submachine Gun Is a Mystery, 16/05/2016, war al lec'hienn War is boring (lennet d'an 31/01/2024)
- ↑ (en) Pajenn an arm war al lec'hienn Submachine Gun Reference Database, lennet d'an 21/01/2024