Battlefield 1
- Ur bajenn disheñvelout Battlefield zo ivez.
Battlefield 1 lesanvet COD killer (brezhoneg: Muntrer Call of Duty)[1] a zo ur c'hoari tenn kentañ sell sevenet gant EA DICE hag embannet gant Electronic Arts. Ar 14vet c'hoari pe astenn c'hoari e vezo d'an heuliad c'hoarioù video Battlefield.
Titl | Battlefield 1 |
---|---|
Heuliad | Battlefield |
Danvez pennañ | Brezel-bed kentañ |
Tachenn | first-person shooter, computer wargame |
Aozer | Steven Hall |
Ti-embann | Electronic Arts |
Bro orin | Sveden |
Yezh an oberenn pe an anv | saozneg, rusianeg, spagnoleg |
Deiziad embann | 21 Her 2016 |
Sonaozer | Johan Söderqvist |
Dasparzher | Humble Store, Steam, Microsoft Store, PlayStation Store |
Prizioù resevet | GDCA Audience Award Winner |
Bet kinniget evit | The Game Awards − Best Game Direction, The Game Awards − Best Audio Design, The Game Awards − Best Action, The Game Awards − Best Multiplayer |
Hollved faltaziek | Battlefield universe |
Diorroer | Dice |
Savenn | Microsoft Windows, PlayStation 4, Xbox One, personal computer |
Lusker grafik | Frostbite |
Doare c'hoari | c'hoari e-unan, c'hoari video liesc'hoarier |
Trobarzhell dont tre | touchennaoueg, logodenn, dornell c'hoari |
Diaz embann | optical disc, embannadur niverel |
Reizhiad verañ gwirioù niverel | Denuvo |
Software version identifier | 1.20 |
Renkadur ESRB | Mature 17+ |
Renkadur USK | USK 16, USK 16 |
Lec'hienn ofisiel | https://www.battlefield.com/games/battlefield-1 |
Announcement date | 6 Mae 2016 |
Ar c'hoari a zo da vezañ embannet dre ar bed war ar savennoù Microsoft Windows, PlayStation 4 hag Xbox One d'an 21 a viz Here 2016. Ur c'hoari all a vo en e c'houde en heuliad c'hoarioù Battlefield anvet, Battlefield V. Embannet e vo d'an 19 a viz Here 2018.
Doare c'hoari
kemmañDres memes doare evit ar c'hoarioù video all en heuliad c'hoarioù Battlefield, Battlefield 1 a zo ur c'hoari tenn kentañ sell. Mare ar c'hoari a vezo ar C'hentañ Brezel-bed, awenet e vefe gant fedoù istorel gwir. ar c'hoarierien a c'hello implij armoù ar C'hentañ Brezel-bed evel ar fuzuilhoù un tenn, reoù aotomatek pe hanter aotomatek, kanolioù, skarzherioù-tan hag ar gazoù brezel a-benn lazhañ o enebourien.
Gant ar c'hoari nevez-se en heuliad e vezo degaset doareoù-stourm nevez a-dost evel sabrennoù, palioù. An armoù stourm a-dost se a vezo rannet e daou strollad: ar re ponner hag ar re lijer.
Karbedoù a vezo ivez, ar re-se a vezo tu da vezañ bleniet gant ar c'hoarierien: tankoù lijer ha ponner, kamionoù armet, nijerezioù daou askellet ha bigi brezel. Un nevezinti a vezo d'an heuliad dre reiñ an tu da implij gant ar c'hoarierien eus kezeg brezel.
Evel boaz en heuliad Battlefield an en-dro a vezo tu distruj, an armoù a c'hello bezañ kemmet hervez c'hoantoù ar c'hoarierien.
Battlefield companion
kemmañAr wech kentañ en heuliad c'hoarioù Battlefield ma ne vez ket implijet ar Battlelog. Ur meziant war urzhiataer ha pellgomzoù hezoug a vez implijet anvet Battlefield companion. Gant ar meziant e vez tu heuliañ gwelladennoù ar c'hoarier er c'hoari. Tu zo ivez reiñ lañs d'ar c'hoari hep tremen dre ur bajenn internet.
Harozed
kemmañHarozed a vezo er c'hoari, ar re-se o vezañ awenet gant tud gwir o devoa kemeret perzh er C'hentañ Brezel-bed[2] :
- Lawrence Arabia
- Ar Baron Ruz Manfred von Richthofen
- Soudarded du amerikan an Harlem Hellfighters/ Black Rattlers
-
Karr-nij ar Baron Ruz, ar Fokker Dr.I
-
Lawrence Arabia e-pad emsav arab 1916-1918
-
Soudarded Amerika ouzh ar stourm, re an 369th Infantry Regiment (Harlem Hellfighters/Black Rattlers), 93rd Infantry Division, e Maffrecourt 1918.
Burutelladennoù
kemmañEvit ar pezh a sell ouzh an ar c'hoari hag ar grafikoù eo bet degemeret mat. Evit ar pezh a sell ouzh an aergelc'h ez eus bet rebechoù. Al lu c'hall ne oa ket bet lakaet evel tu diazez da c'hoari met ouzhpennet en un DLC. Rebechet e vez ivez da vezañ kemmet gwirvoud ar brezel evit mont gant un doare c'hoari bliv padal ar brezel a oa unan gorrek en gwirionez.