Steven Brioude
Steven Brioude pe Steven Gévaudan , pe Stephanus, marvet en 970, a voe beskont Gévaudan eus 954 betek 970. Mab e oa da v-Beltram, beskont Gévaudan, ha da Emilgarde.
Gouarn a rae Saint-Julien de Brioude ha Mende, mestr e oa war greisteiz Aovergn. Ne oa ket kont Gévaudan, petra bennak ma en doa galloud kement hag ur c'hont, ha ne voe roet an titl-se nemet meur a gantved goude.
Dimezioù
kemmañ- Dimeziñ a reas d'ur plac'h anvet Anne, ha n'ouzer netra diwar he fenn, nemet e oa bev en 943. Ur verc'h o doe, Emildis, a zimezas da Rotboald Iañ Provañs, anavezet ivez e galleg evel Roubaud, kont Provañs.
- War-dro 967 ec'h addimezas Steven Brioude da Adelaid Anjev († 1026), merc'h da Foulk II, kont Anjev, ha d'e bried Gerberga. Bugale o doe:
- Pons Iañ Gévaudan († entre 1016 ha 1018), kont Gévaudan
- Steven, eskob Le Puy eus 995 da 998
- Bertrand
- hag ivez, moarvat, Ermengarde, dimezet da Robert Iañ Aovergn, kont Aovergn ha Clermont.