Adelaid Anjev
Adelaid Anjev (war-dro 947–1026), anavezet ivez evel Blanche d'Anjou, pe Adelaid Gévaudan[1], a oa ur briñsez a Anjev en XIvet kantved, merc'h da Foulk II ha d'e wreg Gerberga Maine, ha c'hoar da Jafrez Iañ, kont Anjev.
Dimezioù ha bugale
kemmañPemp gwech e timezas, ha da dud a ouenn uhel.
- e 967 (a-raok 960 hervez istorourien zo) da Steven Brioude , beskont Gévaudan
- war-dro 975 da Raymond V (pe III?) († 978), kont Tolosa, priñs Gothia, a varvas tri bloaz war-lerc'h,
- e 982 d'ar roue Loeiz V († 987), mab da Lotar (roue Frankia ar C'hornôg), ha kurunennet e voent rouaned Akitania e Brioude, met dispartiañ a eurejont daou vloaz goude, en abeg ma oa re yaouank, ar roue e-skoaz e wreg, hag ur paotr difur ha diroll anezhañ,
- e 984 da Gwilherm Iañ († 993), kont Provañs. Ur verc'h o doe, Konstanza Arle (986-1032), a zimezas da Roperzh II, roue Bro-C'hall, en 1003. Ur verc'h all o dije bet, Ermengarde Arle[2], a zimezas da Roperzh Iañ Aovergn.
- da Otto-Gwilherm, dug Bourgogn, met dizemglev zo etre an istorourien war ar poent-se.
Notennoù
kemmañ- ↑ Abalamour d'he dimeziñ gant Steven, kont Gévaudan, Revue du Gévaudan, des causses et des Cévennes, levrenn 9, 1963, pajenn 105 betek 111.
- ↑ A-wechoù e vez lavaret diwar-benn Ermengarde e oa merc'h da Adelaid ha da Steven Gévaudan.