Stormy Weather (kanaouenn)
Stormy Weather zo ur ganaouenn bet savet e 1933 gant daou arzour stadunanat : an ton anezhi gant ar sonaozer Harold Arlen hag ar gerioù gant Ted Koehler.
Da gentañ e oa bet enrollet ar ganaouenn e miz C'hwevrer 1933 gant laz-seniñ Leo Reisman, hag un tamm berzh a reas. Brasoc'h brud avat he doe c'hoazh pa voe kanet gant Ethel Waters, e 1933 ivez, en toull-noz Cotton Club (Harlem), hag enrollet neuze e miz Mae. E-pad unnek miz e voe ar gwellañ gwerzhet.
Danvez
kemmañN'eo ket nevez-flamm an danvez anezhi : n'a ket gwall vat ar vuhez abaoe m'eo aet kuit ma muiañ-karet diouzhin, evel an amzer troet da arnevek — ur vaouez an hini a gan he glac'har avat, ar pezh a zo dibaot a-walc'h.
Kanerien
kemmañUr morad kanerien ha kanerezed all o deus kanet ar ganaouenn mil vrudet-mañ, Shirley Bassey, Ella Fitzgerald, Judy Garland, Billie Holliday, Lena Horne, Frank Sinatra en o zouez. A-hed ar bloavezhioù eo deuet da vezañ ur standard.
En 1943 e voe kemeret hec'h anv er film Stormy Weather (deuet da vout Symphonie magique en galleg), ma oa kanet gant Lena Horne.
Enrolladur orin Ethel Waters zo bet lakaet e-touez enrolladurioù Levraoueg ar C'hongres en 2004.