Straed ar sec'hedien
Straed ar sec'hedien (ha koñchennoù all) zo un dastumad istorioù fentus gant Yann Guillamot, anezhañ ul levr hag ur bladenn embannet er bloavezh 2017 gant Al Liamm. Kinniget eo evel ul levr farsus e brezhoneg flour Bro-Vigoudenn[1]. Skeudennet eo bet al levr gant Erwan Corlouer.
Krouidigezh al levr
kemmañDre atiz Gwen Huon e oa bet bountet Yann Guillamot da skrivañ lod eus e istorioù. Savet e oa a-du met ma vije embannet ur bladenn gant al levr[2]. Ar pezh a voe graet.
Enrollet eo bet ar bladenn e Radio Kerne gant sikour ar skipailh kazetennerien.
Taolenn
kemmañ14 istor a ya d'ober an oberenn Straed ar sec'hedien
- Ur velo nevez flimm-flamm war he c'hentañ lamm
- Nozvezh ar Pellgent
- Da belec'h eo aet hoc'h an Aotrou Person
- Un Amerikan e Bro ar Vigounned
- Ha bremañ e komprenan gwelloc'h
- Nukleer fri-ma-revr!
- Tad ha misioner
- Straer ar sec'hedien
- An Trañsbigouden
- Un daouad a bersoned
- An Atrou Pôl ha froudennoù e Eskob
- Ar c'hreunenn. Ha n'eo ket un hadenn!
- Ha distagellet oc'h ma niz?
- Ar fobal
Arroudenn
kemmañ"Ar park a oa ur pezh park, plaen hag e-barzh pep penn aze e oa ur c’hached bihan gant grilhaj… dres e-giz pardon Treminou evit lakaat loened gouez.
– An dra-se zo vit ar « Goal » !
– Petra ! De Gaulle ! Me sonje din lâr hennezh ne deue ket mui e-kreiz an dud anezhañ !''"
Levrlennadur
kemmañ- Straed ar sec'hedien ha koñchennoù all, gant Yann Guillamot, embannadur Al Liamm, 92 pajenn, 2017 (ISBN 978-2-7368-0121-2)