Strapenn
Ur strapenn zo un post sanket en douar, e koad peurliesañ, gant ur c'hrog pe ur walenn evit stagañ ul loen outi gant ur gordenn, da skouer ur c'havr pe un azen. Lakaet e vez en ur park bennak evit lezel an aneval da beuriñ e diabarzh ar c'helc'h a c'hall tresañ ; ha seul hiroc'h ar gordenn seul vrasoc'h ar c'helc'h.
Matematikoù
kemmañ"Kudenn ar c'havr" zo un anv roet da gudennoù matematikoù diwar-benn ar gorread geot a c'hall peuriñ ur c'havr staget ouzh ur strapenn, hervez hirder ar gordenn.
Troioù-lavar
kemmañ"Lipat e strapenn" pe "debriñ e strapenn" zo un dro-lavar evit komz eus un den rivinet, evel ar c'havr n'he deus ket ar choaz nemet da lipat he strapenn, peuret ma z'eo bet tout ar geot ganti.
"Ober strapenn" zo gortoz en ul lec'h bennak, hep mont kuit, evel ar strapenn sanket en douar.