Strollad Komunour Eswatini

Strollad Komunour Swaziland (saozneg : Swaziland Communist Party, SWACOPA) a oa anv ur strollad komunour oberiant e Swaziland[1], bet krouet war-dro 1994 gant Mphandlana Shongwe ha Zakhe Genindza en e benn.

Eswatini
Ardamezioù Eswatini

Goude bezañ bet mouget gant ar gouarnamant ha bac'het gantañ pennoù ar Strollad, e voe anezhañ unan eus ar strolladoù kentañ da vezañ lakaet e anv war roll ofisiel ar strolladoù politikel pa oa bet skubet Dekred 1973 a-benn gallout sevel ur vonreizh nevez.

Notennoù kemmañ

  1. Eswatini eo anv ar Stad abaoe an 19 Ebrel 2018.