Strollad Komunour Kurdistan

Strollad Komunour Pobl Kurdistan (e turkeg: Kürdistan Komünist Partisi; e kurdeg: Partiya Komunistê Kurdistan) a zo anv ur strollad komunour oberiant e Norzh Kurdistan (Turkia), gantañ da bal sevel "Republik Sokialour ha Poblek Kurdistan" hervezañ e-unan.

Krouet e oa bet ar Strollad er penn-kentañ e 1982 evel rann Kurdistan Strollad Labour Komunour Turkia (SLKT) (Türkiye Komünist Emek Partisi, TKEP). E 1980 e oa bet krouet e diabarzh SLKT ur gevrenn emren evit Kurdistan, anvet "Aozadur Emren Kurdistan" (turkeg: Kürdistan Özerk Örgütü, KÖÖ), deuet da vezañ ur Strollad distag da vat e 1990, gant Mehmet Baran en e benn.


Embannet e vez gant ar Strollad ar gelaouenn Dengê Kurdistan ("Mouezh Kurdistan").

Liammoù diavaez:

kemmañ