Strollad Komunour Soudan
Strollad Komunour Soudan (e arabeg: hizbu-sh-shuy‘uī-s-Sūdānī: الـحـزب الشـيـوعـي لسودانى) a zo anv ur strollad komunour oberiant e Republik Soudan, bet krouet e 1946.
Betek 1971, pa krogas da vezañ mouget ar Strollad gant penn milourel ar Stad Gaafar al-Nimeiry da heul an taol-stad c'hwitet bet kaset da benn gant ofiserion tost ouzh ar gomunouriezh, e oa bet bras e levezon war dachenn politikerezh Soudan, anezhañ unan eus strolladoù komunour kreñvañ ar bed arabek a-gevret gant Strollad Komunour Irak. D'ar mare-se e oa bet lazhet gant ar renad pennoù bras ar Strollad, en o zouez Abdel Khaliq Mahjub, Joseph Garang,Alshafi Ahmed Elshikh, Babkir Elnour hag Hashim Elatta.
Abaoe 2006 emañ Muhammad Ibrahim Nugud e penn ar Strollad, aet kalz war digresk e levezon er vro. Sevel a ra a-du gant ur renad demokratel evit ar vro hag a-enep d'r fed ma c'ghellfe bezañ distaget diouzh ar Republik Soudan ar Su.
Liammoù diavaez:
kemmañ- Lec'hienn ar Strollad (en arabeg ha saozneg)