Strollad Pobl Pakistan

Ar Pakistan Peoples Party (PPP) (en Ourdoueg : پاکستان پیپلز پارٹی, Strollad Pobl Pakistan) zo ur strollad politikel eus Pakistan. Ezel eo eus an Etrevroadelenn sokialour. Renet e oa gant Benazir Bhutto betek he muntr d'ar 27 a viz Kerzu 2007.

Banniel Strollad Pobl Pakistan

Diazezet e voe d'an 30 a viz Du 1967 ha dont a reas Zulfikar Ali Bhutto da vezañ e brezidant kentañ. Kredenn ar strollad a zo : "Islam eo hor feiz; demokratelezh eo hor politikerezh; sokialouriezh eo hon armerzh; an holl c'halloud d'ar bobl."

War-lerc'h ur stad a reuziad, drouklazh Benazir Bhutto hag ur sav feulster e c'hounez ar muiañ a vouezhioù e dilennadegoù kannaded Bodadenn Vroadel Pakistan d'an 18 a viz C'hewrer 2008.

Liammoù diavaez kemmañ