Sujedigezh
Er c'horf pe er spered emañ ar sujedigezh (skrivet sujidigezh ivez, pe an adiktadur[1][2]) hag a c'houlenn groñs resev un danvez evit bezañ mat.
Dont a ra ar sujedigezh dre zegas un danvez bennak er c'horf. Mont a ra gant red ar gwad, da lavaret eo en empenn hag all.
Soñjal a ra an den ez eo deuet laouen hag e fell dezhañ resev an danvez ur wezh all (drammoù, butun, louzoù, kafe). Dre vras e vez graet ur sujedigezh eus ar c'hoarioù pa zeu diaes buhez an den abalamour d'ar c'hartoù, ar c'hoarioù arc'hant, ar c'hursaalioù.
Torret e c'hell bezañ mennerezh an den gant ar sujedigezh. Met douetañs o devez an dud, evito e vez mennet un den sujet-groñs d'un dramm da oberioù a-youl vat, diskar e damm drammoù da gentañ.
Gallout a ra un den dont klañv abalamour d'ar sujedigezh ha mont d'an ospital evit pareañ pe mont da welout ur mezeg evit komz d'an nebeutañ.
A-wezhioù abalamour d'an doperezh e c'hell sportourien mervel yaouankoc'h ; abalamour d'un dreistdozenn mervel a-daol-trumm, evel ar ganerez Amy Winehouse, paouez da zebriñ evel an aktourez Jenna Jameson.
Notennoù
kemmañ- ↑ "adiktadur" hervez TermOfis (Ofis Publik ar Brezhoneg)
- ↑ "adiktadur" pe "sujidigezh" hervez Geriadur ar Skiantoù hag an Teknikoù, brezhoneg21.com