Sulvezh Gwadek (1920)

Ur pennad Sulvezh Gwadek zo ivez.

Ar Sulvezh Gwadek (Bloody Sunday e saozneg pe Domhnach na Fola en iwerzhoneg) a oa c’hoarvezet e Dulenn d’ar Sul 21 a viz Du 1920, e-pad Brezel Dieubidigezh Iwerzhon. D’an deiz-se e oa bet lazhet 31 den, en holl : pevarzek Saoz ha seitek Iwerzhonad, en o zouez tri frizoniad eus an IRA ha pevarzek den all[1].

Plakenn e koun ar Sulvezh gwadek e Croke Park.

E deroù ar sulvezh-se e oa bet lazhet gant stourmerien eus an IRA (Arme Republikan Iwerzhon) un toullad tud eus nerzhioù Breizh-Veur hag a oa o labourat e Dulenn. Muntret e oa bet daouzek ofiser saoz, un den eus ar Royal Irish Constabulary (RIC, polis roueel Iwerzhon) hag ur flatrer, un Iwerzhonad hag a laboure evit ar polis[2].

Diwezhatoc’h d’an deiz-se e oa bet aloubet gant poliserien eus an RIC ha tud eus bezen ar Black and Tans stad Croke Park, ma oa ur c’hrogad mell-droad ouezelek etre daou skipailh eus ar vro gant ur bern arvesterien. Tennet e oa bet ganto war ar c’hoarierien ha war an arvesterien. Pevarzek den a voe lazhet ha tri-ugent a voe gloazet. A-hend-all, e fin an devezh, tri den hag a oa bet harzet hag a veze tamallet dezho bezañ en IRA a voe graet butun ganto e Kastell Dulenn hag a voe fuzuilhet a-benn ar fin[3].

Heuliadoù bras a voe d’an devezh-se. Gwanet e voe nerzhioù Breizh-Veur gant ar c’holloù a oa bet ganto d’an deiz-se, tra ma voe spontet ha chifet an dud en Iwerzhon hag en estrenvro gant an doare ma oa bet distroet an dorzh d’ar gêr gant arme ha polis Breizh-Veur. Al lazhadeg ne reas nemet broudañ stourmerien an IRA da genderc’hel gant o emgann avat, ha kondaonet e voe er bed a-bezh oberoù ar soudarded saoz er brezel evit dieubidigezh Iwerzhon[4].

Notennoù

kemmañ
  1. Michael Hopkinson, The Irish War of Independence (Gill & Macmillan, 2002).
  2. The Secret Army: The IRA por J. Bowyer Bell (ISBN 1560009012).
  3. Eunan O'Halpin & Daithí Ó Corráin. The Dead of the Irish Revolution. Yale University Press, 2020. pp.232–233.
  4. Michael Collins's Intelligence War por Michael T. Foy (ISBN 0-7509-4267-3).