Summer '68 (Hañv '68) a zo ur ganaouenn saoznek, savet ton ha son gant an arzour saoz Richard Wright (1943-2008) evit ar strollad Pink Floyd a oa-eñ ezel anezhañ.

Richard Wright, luc'hskeudennet e München (Alamagn) e miz Gouere 2006.

Enrollet e voe e miz Gouere 1970 e Studioioù Abbey Road e Londrez gant ar strollad a-bezh hag embannet d'an 2 a viz Here da-heul, a-gevret gant ar peder c'hanaouenn all eus an albom Atom Heart Mother (pempvet albom studio Pink Floyd).

Kempennet e voe al lodenn eus ar sonenn gant ar binvioù kouevr gant ar sonaozer skosat Ron Geesin (1943-) oc'h ober gant un toullad sonerien a veze graet "Abbey Road Session Pops Orchestra" anezhañ.

Kanet gant Wright e-unan e taolenn Summer '68 emgav an aozer gant ur groupie.

Selaou Summer '68'... kemmañ

Lenn ar gerioù... kemmañ