Survival (kelaouenn)
Survival istitlet « guide de survie en milieu hostile », zo ur gelaouenn dreistbevouriezh gall. Ar c'hentañ kelaouenn e galleg eo o plediñ gant an dreistbevouriezh. Laurent Berrafato eo rener an embann. An embannadurioù Librairie le Hussard (Pariz) eo embanner ar gazetenn.
Istor
kemmañEmbannet oa bet ar c'hentañ niverenn d'ar 1añ C'hwevrer 2016[1]. E miz Kerzu 2016 e tremen eus un embann trimiziek d'un embannadur daouviziek.
Sujedoù
kemmañ- Lakaet e vez war-raok gwallzarvoudoù naturel pe greantel (Tchernobyl, Fukushima) evit diskouez n'eo ket dibad hon doare bevañ nag hon aozadur kevredigezh a-vremañ.
- Lakaet e vez war-raok dafar ha displeget penaos e implj (lampennoù, radioioù, seier kousket)
- Pennadoù war penaos gounit boued, pareañ tud hervez ar gloazadennoù.
- Ul lodenn istorel war dreistbeverien
Kenlabourerien
kemmañLies eo kenlabourerien ar gelaouenn, hervez komzoù Laurent Berrafato e vez adkavet dreist-holl soudarded pe ez soudarded.