Dreistbevouriezh
Dreistbevouriezh (saozneg: Survivalism) a vez graet eus luskadoù lies hiniennel pe a-stroll (lesanvet dreistbeverien pe preppers) o deus ar pal d'en em brientiñ evit talañ ouzh trummadoù evel ar riskloù naturel, ar sponterezh, un dizurzh sokial pe politikel meur, gant ur skeuliad lec'hel pe etrebroadel. An termenioù saoz prepper pe prep a zo awenet gant ar ger prepare (prientiñ). An dreistbeverien en em brient en ur mirout dafarioù mezegiezh, en ur gourdoniñ doare emzifenn pe dreistbevañ en natur. Ouzhpenn da-se e viront a-gostez miroù boued pe dour, gant ar pal bezañ emren. Ar re a ya ar pellañ gant ar mennad a sav bazennoù pe tiez emren, betek kreñvlec'hioù dindan zouar, a sikourfe anezho da zreistvevañ d'un enkadenn ramzel evel un dagadenn nukleel eus o bro.
An termenadur dreistbevourien a oa bet implijet evit ar wech kentañ e 1976. An termenadurioù liammet gant an hini prepper a oa deuet da vezañ brudet er bloavezhioù 1990, dreist-holl awenet gant tagadennoù sponterezh evel re Ted Kaczynski pe Timothy McVeigh.
Dreistbeverien lies
kemmañLies eo doareoù an dreistbeverien, kement-mañ a zo diazezet war peseurt riskloù eo ar re bouezusañ da dalañ hervezo.
Dreistbeverien milourel
kemmañAr re brudetañ a vez an dreistbeverien milourel, ar bezenioù brogarourien stadunanat a zo ar re a vez klevet ar muiañ kaoz anezho. Gant ur mennozh sevel strolladoù armet ha gourdonet mat, gant stumm ul lu vihan, an darn eus an dreistbeverien milourel a vez awenet gant ar pal talañ ouzh tagadenn o bro gant ul lu enebour, pe talañ ouzh ar sponterezh o tegas lamm d'o kevredigezh pe c'hoazh talañ ouzh ur brezel diabarzh.
Kroget e oa bet gant ar skourr-se d'al lusk dreistbevourien er bloavezhioù 1950. Gant ar Brezel yen o sevel muioc'h-mui, gouarnamant Stadoù Unanet Amerika a droas da enep komunour a-grenn o lakaat da sevel ur barrad aon e-touez ar bobl. Ul lod tud niverus a voe kroget da gentañ gant prientiñ kreñvlec'hioù enep nukleel. Goude-se gant ar riskl a brezel nukleel o vont war sioulaat e voe kroget gant lod d'en em brientiñ d'un dagadenn milourel prim. Gant an oan-se e voe roet nerzh da bezenioù brogarour prest da reiñ harp da lu SUA, pe d'an nebeutañ da zifenn o tiez.
Dreistbeverien hengounel
kemmañUl lod eus an dreistbeverien a zo mennet gant mennozh derc'hel d'an henounioù kozh. E-touez ar re-se e kaver diskennidi ar Gozaked e Rusia pe Ukraina.
Dreistbeverien glas
kemmañLod dreistbeverien a zo tud hag a fell dezho bezañ tost ouzh an natur. Evito eo ar pal pennañ bevañ gant un doare kendeuziñ gant an natur.
Adkemer er sevenadur
kemmañAn dreistbevouriezh a zo bet hag a chom ur vammenn d'ar sevenadur. Adkemeret eo bet gant kalz stummoù disheñvel, filmoù stiradoù skinwel, bandennoù-treset hag abadennoù skinwel nepell 'zo.
Filmoù
kemmañ- Tremors, gant Ron Underwood, 96 munutenn, 1990
Stiradoù skinwel
kemmañ- The walking dead, a gont istor ur strollad dreistbeverien o klask chom bev en ur bed distrujet gant un aloubadeg zombied.
Abadennoù skinwel
kemmañ- Man vs. Wild (Ultimate Survival) En abadenn e vez tu gwelet Bear Grylls plantet en natur dañjerus e-unan o klask distreiñ etrezek ar bed anneziet e -doug 7 pe 10 devezh oc'h implij teknikoù an dreistbevouriezh.
- The Island, seuls au monde En abadenn e vez gwelet daou strollad o klask dreistbevañ war enezeier, goude bezañ bet stummet gant Mike Horn ur gourdoner d'an dreistbevouriezh hag ez-letanant d'an nerzhioù ispisial eus Suafrika.
Kelaouennoù
kemmañ- Survival istitlet « guide de survie en milieu hostile », kelaouenn nemetiñ savet e Galleg
C'hoarioù video
kemmañ- State of Decay, c'hoari video 2013
- S.T.A.L.K.E.R
Tudennoù ijinet
kemmañ- Burt Gummer, tudenn bennañ bed ar filmoù Tremors a zo un dreistbever enep komunour prientet da dalañ ouzh aon an harzlammerien komunour o lammañ war ar Stadoù Unanet. A-benn ar fin en em gav o stourm a-enep anevaled skrijus. Gant fent e vez gwelet an dreistbeverien dre an dudenn.
- Jeremiah Johnson, tudenn bennañ ar film Jeremiah Johnson, un ez soudard a ya da traper er menezioù kollet.
- John Rambo tudenn bennañ an heuliad filmoù Rambo. Un ez soudard stadunanat eus Brezel Vietnam gourdonet d'an dreistbevouriezh.
- Max Rockatansky, tudenn bennañ ar filmoù Mad Max