State of Decay (c'hoari video)

State of Decay a zo ur c'hoari video gwezh-avantur ha dreistbever sevenet gant Undead Labs hag embannet gant Microsoft Studios. Pouezañ a ra ar c'hoari war na penaos e teuio a-benn ar c'hoarier da dalañ ouzh ur mor a c'hudennoù, evel pourvezhioù an dreistbeverien o tisken, diwall ouzh fiziañs ha startijenn ar strolladuig, en em zifenn rak ar zombied, sevel ur goudor, ha diwall ouzh buhez izili ar strollad. Ar c'hoari a gemmesk meur a zoare c'hoarioù en unan gant lodennoù tennañ, en em guzhañ, doare RPG ha c'hoarioù strategiezh. Ar c'hoari a vount war ar c'hoarier evit rediañ anezhañ da gemer riskloù evit ergezhiñ e en-dro, kavout dafar, ha stourm a-enep ar zombied.

Embannet e oa bet evit ar wech kentañ war Xbox 360 d'ar 5 a viz Even 2013 ha degemeret gant alioù pozitivel. Un doare war Microsoft Windows a voe embannet d'an 20 a viz Gwengolo 2013 dre ar savenn Steam, hag an doare Early Access. Embannet e vezo dre un doare reizh d'ar 5 a viz Du 2013. Ur stumm adsavet ha titlet State of Decay the Year-One Survival Edition a voe embannet d'an 28 a viz Ebrel 2015 war Microsoft Windows hag Xbox One gant alioù en entremar.

State of Decay 2 a zo bet kemenet da vezañ embannet war Xbox an E3 2016. Ar c'hoari o tegas an tu da c'hoari gant ur stumm kenlabourat liesc'hoarier, a vefe da vezañ embannet e 2017.

Doare ar c'hoari

kemmañ

State of Decay a zo ur c'hoari video doare trede sell o kemmeskañ c'hoari tenn ha c'hoari sevel. Ret eo sevel bazennoù ha postoù difenn evezhiañ. Ar c'hoarier a zo e-penn ur strollad dreistbeverien o talañ ouzh un aloubadeg zombied. Gant o sikour, ar c'hoarier a c'hell pe mont gant hent kefridioù liammet gant ur senario pe kas da benn obererezhioù a eil renk evit reiñ an tu d'ar gumuniezh da zreistvevañ. Gorread ar c'hoari a zo 16km², gant 8 km² lec'h ma c'heller c'hoari.

Dreistbevañ

kemmañ

An tu a zo d'ar c'hoarier da choaz etre meur a lec'h evit sevel ar bazenn. Ur wech choazet al lec'h e vez tu gwellaat an aozadur dre meur a zoare : tourioù gward, jardinoù, kouskvaoù, kegin, stal-labour, ur c'hlañvdi... Dre an ouzhpennadurioù-se e vez tu aesoc'h da zerc'hel ar gumuniezh prest d'ar stourm hag e yec'hed mat. Ret eo rastellañ dafar lies e-pad kerzhadennoù dre ar bed digor. Ret eo diwall ne vankfe ket dafar (boued, louzoù) evit ma vefe pep ezel prest d'ar stourm (armoù, louzoù, bolodoù, boued, otoioù...).

Otoioù

kemmañ

Ar c'hoarier a c'hell implij karbedoù lies (otoioù redadeg, pick-up) gant doareoù bleniañ pe dezougen disheñvel hervez ar c'harbed (gorread ar c'houfr, tizh, soludted). An tu a zo da gejañ gant dreistbeverien all evit brasaat ar gumuniezh, betek mont da gejañ gant kumuniezhioù all amezeien evit sikour anezho e-pad kefridioù ha sevel liammoù kenwerzh.

State of Decay the Year-One Survival Edition

kemmañ

State of Decay the Year-One Survival Edition a vez graet eus un doare adsavet d'ar c'hoari diazez met gant grafikoù doare gwellaet ha daou DLC:

  • State of Decay - Breakdown : a ro tu da c'hoari gant ul live diaesoc'h d'ar c'hoari, un doare after-game (un istor goude fin istor ar c'hoari diazez)
  • State of Decay - Lifeline : a ro an tu da c'hoari ar skipailh soudarded Greyhound One, ar pal a vo da saveteiñ trevourien ha skiantourien a c'hellfe talañ ouzh ar c'hleñved-red. Un doare after-game, kalz armoù ha bolodoù da geñver ar c'hoari diazez.

Pennadoù kar

kemmañ