Sveinn Björnsson
Sveinn Björnsson, ganet d’ar 27 a viz Genver1881 e Kopenhagen ha marvet d’ar 25 a viz Genver1952 e Reykjavik, a voe anvet da gentañ prezidant Island pa zeuas ar vro-se da vezañ ur republik dizalc’h d’ar 17 a viz Mezheven 1944.
Goude studioù war ar gwir e Kopenhagen, e Danmark, en amzer ma oa stag Island ouzh Danmark, ez eas d’an enezenn en-dro ha dilennet e voe e kuzul-kêr Reykjavik e 1912. Daou vloaz diwezhatoc’h e voe dilennet e Parlamant Island (Alþingi pe Althing).
E 1918 e teuas Island da vezañ emren diouzh Danmark (emren evit pep tra nemet evit ar politikerezh estren hag an difenn) hag anvet e voe Sveinn Björnsson e penn kuzul-kêr ar gêr-benn Reykjavik. Addilennet e voe er parlamant e 1920 hag anvet e voe da gannadour evit Island e Kopenhagen etre 1920 ha 1924 hag adarre etre 1926 ha 1940.
E 1940 e voe aloubet Danmark gant arme Alamagn ha distag en em gavas Island. Distreiñ a reas Sveinn Björnsson d’an enezenn ha dilennet e voe da rejant gant ar parlamant, da ren en anv roue Danmark adalek 1941 betek 1944.
D’ar 25 a viz Mae1944 e voe aozet ur referendom en Island da c’houzout ha fellout a rae d’an annezidi bezañ dizalc’h penn-da-benn diouzh Danmark ha sevel ur republik. Neuze e voe dilennet Sveinn Björnsson da brezidant ar republik-se, gant an Alþingi. Dilennet e voe en-dro da brezidant, dre vouezhiadeg hollek, e 1945 hag e 1949. Mervel a reas, e-pad e respetad, d’ar 25 a viz Genver1952.