Tadhg Mac Dhonnagáin

Tadhg Mac Dhonnagáin zo ur c'haner hag un embanner iwerzhonek eus Achadh Mór, e kontelezh Maigh Eo, en Iwerzhon. Desket en doa brezhoneg er bloavezhioù 1980 e KEAV e Skaer. Skolaer e oa d'ar mare-se e Dulenn, ha krog e oa da labourat er skinwel RTÉ en abadennoù evit ar vugale. Goude e kinnigas an abadenn Cúrsaí Ealaíona.

Gantañ eo bet savet an ti-embann Futa Fata a embann levrioù iwerzhonek evit bugale.

Liamm diavaez kemmañ