Tadoussac
Ur gêriadenn e Kebek eo Tadoussac, e kember ar stêrioù Sant-Laorañs (treuz : 25 km war-dro) ha Saguenay.
Abaoe 1600 e oa ar stal c'hall gentañ evit kenwerzh ar feurioù en Amerika.
E 1864 e voe digoret al leti bras kentañ : deroù ar brud touristel. Adsavet eo bet etre 1942 ha 1949. Ardamez Tadpoussac eo ar savadur hir-se, gant he zoenn ruz hag he mogerioù prenn livet e gwenn. Gwenn ha ruz eo « Chapel an Indianed » ivez : savet e oa bet e-kerz kentañ hanterenn ar XVIIvet kantved.
Ar balumed eo trede marvailh Tadoussac. E-barzh ar stêr Sant-Laorañs e chomont adalek an nevez-amzer betek dibenn an diskar-amzer. Balaenoptera acutorostrata (Balumed begek) int gant o eizh metr hed hag o eizh tonenn.
Kinniget e vez d'an douristed lestriñ e bourzh ur vag-dre-dan evit gwelout anezho o lammat, splujañ, c'hwezhañ ur strink aezhenn dour dre o fronell. Arabat d'ar bigi mont re dost d'ar balumed. Ret e vez dezho lazhañ ar c'heflusker evit chom hep ober trouz.