Tagadenn dibunadeg vilourel Ahwaz
Tagadenn dibunadeg vilourel Ahwaz zo ur gwalldaol a oa bet d'an 22 a viz Gwengolo 2018 en Ahwaz, en Iran. E-pad un dibunadeg soudarded evit lidañ ar brezel Iran-Irak, pevar sponter gwisket gant dilhad soudard o deus lazhet 25 den. E-touez ar re lazhet e kaver Gwarded ar Reveulzi Islamek met ivez trevourien a oa oc'h arvestiñ an dibunadeg.

Tagadenn dibunadeg vilourel Ahwaz
Stad | Iran ![]() |
---|---|
E tiriad | Ahvaz ![]() |
Lec'h | Ahvaz ![]() |
Daveennoù douaroniel | 31°20′8″N 48°38′38″E ![]() |
Gwerzhid-eur | Iran Standard Time Zone ![]() |
Deiziad | 21 Gwe 2018 ![]() |

Ar gwalldaol gwadusañ e voe en istor ar vro abaoe gwalldaol emlazh Chabahar e 2010.

Ur gemennadenn gant ar Stad Islamek a oa bet embannet met hervez gouarnamant Iran, ar gwalldaol ne oa ket bet graet gant ar strollad-se. Disrannourien arab a vefe a-dreñv hervezo.