Tahsin Yücel zo ur skrivagner turk ganet d'ar 17 a viz C'hwevrer 1933 en Elbistan, e proviñs Kahramanmaraş, hag aet da chom da Istanbul adalek 1945.

Graet en deus studioù war ar yezh hag al lennegezh c'hallek e skol-veur Istanbul.

Skrivet en deus danevelloù, romantoù, esaeoù ha troet meur a levr, en o zouez oberennoù gant Guy de Maupassant, André Gide pe Albert Camus.

Liamm diavaezAozañ

Lec'hienn Tahsin Yücel (e turkeg)