Taifa Tortosa, pe Turtuixa, a oa un taifa, pe rouantelezh arab ha muzulman en Al-Andalus, e Spagn ar Grennamzer, ha Tortosa, tostik da aber an Ebro, e oa ar gêr-benn anezhi.

Taifa Tortosa
Iliz-veur Tortosa zo bet savet e-lec'h ma oa ar voskeenn.

Lleida ha Turtuixa e oa kêrioù muzulman brasañ Katalonia hiriv. Ur voskeenn vras a oa, el lec'h m'emañ an iliz-veur hiriv an deiz,

Krouet e voe an taifa goude kouezhet kalifiezh Córdoba.

Dalc'het e voe Tortosa gant ar Vuzulmaned adalek 714.
Betek 1031 e chomas ar galloud etre daouarn an emir Labib Al'Amiri Al-Fatá.
En 1061 e tremenas etre daouarn Al-Muqtadir, roue Taifa Saraqusta, ha goude-se e voe gouarnet gant Al-Mundir Imad ad-Dawla, emir taifa Játiva.
En XIIvet kantved e voe dindan beli an Almoravided. Kollet e voe gant ar Vuzulmaned pa voe kemeret en 1148 gant Ramón Berenguer IV, kont Barcelona.

Evel ar rouantelezhioù all a-hed an aod e oa ur rouantelezh sklav.

Rouaned an taifa

kemmañ

Pevar roue a voe e penn an taifa ken na voe kemeret gant taifa Zaragoza, ha gant an Almoravided e deroù an XIIvet kantved. Ar rouaned sklav:

  • Labīb (ap 1009- a-raok 1039 1040)
  • Muqātil Sayf al-milla, 1039 1040 da 1053 1154
  • Yaclà, (1053 1154-1057 1058)
  • Nabīl, 1057 1058 da 1060