Talacre zo ur gêriadenn e biz Kembre, e penn hanternosañ Sir y Fflint.

Talacre

E kumuniezh Llanasa emañ, war aod kornôg Glannau Dyfrdwy, e-kichen beg-douar Y Parlwr Du. Emañ hanter-hent etre Prestatyn er c'hornôg ha Ffynnongroyw er reter. Brudet eo an aod-traezh eno ha dont a ra kalz a douristed di e-pad an hañv.

A-dreñv d'ar gêriadenn emañ torgennoù kentañ Bryniau Clwyd, hag a verk bevenn reter Dyffryn Clwyd. Un tour-tan zo en hanternoz d'ar gêriadenn, e-kichen Y Parlwr Du.