Tank skañv ispisial niverenn 3 Ku-Ro
(Adkaset eus Tank lijer ispisial niverenn 3 Ku-Ro)
An tank skañv ispisial niverenn 3 Ku-Ro (japaneg: 特三号戦車 クロ ; lesanvet "So-Ra") a oa un taol-arnod gant Impalaeriezh Japan evit sevel un tank skañv a c'hellje bezañ dezouget gant ur plaver. Un doare tank-nij e vije bet rak ar plaener a oa askellioù ouzhpennet d'an tank lijer ispisiel ha ne oa ket ur c'harr-nij gant bourzhidi. Setu perak eo chomet brudet abaoe an taol-arnod-se. Ar steuñv a oa bet lañset e-pad an Eil Brezel-bed met diechu e oa chomet a-benn ar fin.