Taol-vaen Coma Enestapera
Taol-vaen Coma Enestapera, pe Estapera (anvet ivez a-wechoù Taol-vaen Coll del Pinyer), zo un daol-vaen e Cervera de la Marenda, e Rosselló, e Katalonia an Norzh. Lec'hiet war un dosenn eus ar Pireneoù a-us d'ar Mor Kreizdouarel, an daol-vaen vihan-se a zo savet gant schist, un doare mein hag a vruzun aes.
Adimplijet eo bet an daol-vaen evel lec'h repu a-hed ar c'hantvedoù, setu perak eo diaes studiañ anezhi. Dizemglev zo c'hoazh evit gouzout daoust hag e tu ar su e oa an nor, evel darn eus taolioù-maen ar c'horn-bro, pe en norzh evel an deiz-ha-hiziv. Furchadennoù arkeologel a zo bet met nebeut titouroù a zo bet tennet eus oute.
An daol-vaen zo eus ar IVe milved a-raok Jezuz-Krist, lakaet eo bet da dalvezout evel monumant istorel abaoe 1889. Disoñjet e oa bet goude-se gant an enklaskerien, adlañset eo bet studiadennoù e 1950, ha furchet e 1963. E katalaneg, coma a dalvez "komm" hag esta pera « ar maen-se ».
An daol-vaen eo en deus roet anv al lec'h m'emañ, Coma Estapera.
Poltriji
kemmañ-
Ar maen toenn
-
An dont-tre norzh (a-zehoù).
-
Ar gambr.