Tarzhadenn an Ocean Liberty

An Ocean Liberty a oa ur c'hargo norvegian doare liberty ship. Brudet eo bet dre ma tarzhas d'an 28 a viz Gouhere 1947, pa oa diskarget e Brest. An darzhadenn a oa bet spontus ha tammoù eus ar vag a oa bet adkavet meur a gant metr diouzh lec'h an darzhadenn. Ur meskaj nitrat Ammonium ha danvez helosk dourennek a oa entanet en ul lec'h enk, ar pezh en doa gwashaet an distruj.

Tarzhadenn an Ocean Liberty
industrial disaster
StadFrañs Kemmañ
E tiriadBrest Kemmañ
Daveennoù douaroniel48°23′2″N 4°28′3″W Kemmañ
Deiziad28 Gou 1947 Kemmañ
Abeg pennañtarzhadenn Kemmañ
Map


Plan 1946 eus lec'h tarzhadenn an Ocean liberty

Karget e oa ar vag gant 3 133 a donennoù nitrat ammonium, parafin, ha petrol, gant tammoù otoioù ha marc'hadourezhioù a bep seurt. Tan a oa bet en Ocean Liberty a-raok ma vefe distrujet darn eus ar vag. Ur goumoulennad moged 1500 metr uhelder (4000 hervez lod) a oa savet diouzh lec'h ar gwallzarvoud. Ur c'hwezhadenn varvus, un tsunami 5 m uhelder, gant tammoù houarn entanet bannet dre an aer (lod anezho o vezañ meur a donenn bouez enno), a oa bet o tistrujañ ar gêr ha dreist-holl ar porzh kenwerzh. Hervez dezrevell enklask ar CBVN (Compagnie des bateaux à vapeur du Nord) embannet d'ar 6 a viz Eost 1947, e oa bet 33 den lazhet ha 1 000 den gloazet don. An dud gloazet skañv a oa bet e-tro 4 000 anezho. Dizemglev zo diwar-benn an niver a c'houzañverien : evit lod e oa un tammig izeloc'h. Hervez an ARIA (dastumlec'h ar gwallzarvoudoù mor) e oa bet 26 den marvet ha kantadoù a dud gloazet.

Plakenn-straed e koun Yves Bignon marvet gant François Quéré pâ oant o klask, en aner, kas an Ocean Liberty d'ar strad a-raok ma tarzhfe.