Tatouadur

(Adkaset eus Tatouiñ)

An tatouadur zo un doare da sevel tresadennoù pe arouezioù war ar c'horf dre silañ livioù er c'hroc'hen. En un doare hengounel e veze graet gant liv Sina pe livioù diwar glaoù pe soav. Bremañ e vez graet gant livioù enne enlivadoù produet gant an industriezh. Savet e vez an tatouadurioù o silañ liv dindan ar c'hroc'hen war-bouez ur benveg lemm pe nadozioù. Kleizennañ a ra ar gloaz ha gwelet e vez al liv hag an dresadenn savet a-dreuz ar c'hroc'hen. Lezet e vez al liv en un tachad resis a-walc'h, etre an iskroc'hen hag an uskroc'hen. Emañ etre 1 pe 4 mm hervez ar seurt kroc'hen ha lodenn ar c'horf m'emañ an tatouadur. Emañ an tachadoù tevañ er c'hein, en daoulin hag en daouilin.

Tatouadur
doare arz
Iskevrennad eusbody art, Teknik, body modification Kemmañ
Lec'htattoo parlor Kemmañ
Produtattoo Kemmañ
Istorhistory of tattooing Kemmañ
Pleustret ganttattoo artist Kemmañ
A implijtattoo ink, tattoo machine, motif Kemmañ
Femme nue de dos, avec des tatouages colorés de style japonais : branches de cerisier en fleur de l'épaule droite au milieu du dos, et deux carpes sur fond de gravier sur le haut du bassin.
Tatouadur e giz Bro-Japan savet gant an arzourez ha tatouerez sinaat Joey Pang.

Kavet e vez teknikoù tatouiñ dre ar bed a-bezh, eus an Ainoued e Japan, Polinezia, Afrika, Su Amerika, Europa pe Sina hag abaoe an amzerioù koshañ ivez. Savet e vezont evit abegoù relijius, arouezel, evit pareañ an dud pe evit o c'hened. E meur a sevenadur e vez sellet outañ evel ul lid tremen abalamour d'ar boan a vez santet ouzh e sevel.

Dont a ra ar ger "tatouadur" diwar an tahitieg tatu pe tatau hag a dalvez kement ha "merkañ" pe "skeiñ". Anvet e vez ivez enlivadur, brizhelladur pe broudvrizhelladur. E japaneg e vez graet irezumi eus an teknik hengounel implijet eno.

Er bloavezhioù-mañ muioc'h-mui a dud, dreist-holl ar re yaouank, a dibab lakaat o c'hroc'hen da vezañ tatouet. War gresk ec'h an an niver a dud livet o c'hroc'hen e Norzh Amerika, Japan hag Europa diouzh un tu ha kregiñ a ra an dud er sevenadurioù ma veze tatouet a-gozh da distreiñ d'an doare-ober hengounel-se goude ma oa bet dilezet mui-pe-vui peurliesañ abaoe donedigezh ar visionerien eno.


Un tatouadur (diabarzh azvrec'h)

Daoust ha ma vez implijet c'hoazh meur a deknik hengounel dre ar bed evit terriñ ar c'hroc'hen a-benn lakaat al liv da vont dindanañ, a-wechoù poanius-tre, an teknik muiañ-implijet hiziv en Europa hag Amerika a zo un ardivink tredan ijinet gant Samuel O'Reilly e 1891, ennañ meur a nadoz voan.

Dre ma'c'h eo bet implijet an tatouadur gant stolladoù zo evel ar yakuza e Japan pe gant an dud bet en toull-bac'h en Europa, e meur a sevenadur e vez graet al liamm gant an tatouadur, o krediñ ec'h eo torfedour eo an neb a zo bet livet e groc'hen hag e meur a vro e vez klasket kuzhat an tatouadurioù e lec'hioù zo, da skouer war al labour.

Posupl eo tennañ kuit un tatouadur war-lerc'h, peurliesañ dre implijout ul laser, met ker e koust ha poanius-tre e c'hell bezañ. Teknikoù nevesoc'h zo ivez a implij an drenkenn c'hlikolek.

Riskloù zo pa vezer tatouet, en o zouez : ar c'hontammadur, allergiezhioù rak al livioù ha kleñvedoù red kaset dre ar gwad dreist-holl. Izel-tre eo ar riskloù avat pa vez naet al lec'h ma vezont graet hag implijet manegoù ha pa vez cheñchet al livioù hag an nadozioù a den da den.

Ur mekanik da datouiñ

Tatouet e vez al loened alies ivez evit o merkañ.

Gwelet ivez

kemmañ