Talvezout a ra ar ger yakuza (japaneg : ヤクザ pe やくざ) evit ober eus un ezel eus ur seurt mafia japanat.
E c'her a dle bezañ roet gant pep yakuza d'un oyabun, da lavaret eo ur paeron.

Yakuza
aozadur torfedouriezh, micher
Deiziad krouiñ17. century Kemmañ
Tachenn vicherelorganized crime Kemmañ
Sez sokialJapan Kemmañ
Operating areaJapan, Meurvor Habask, Stadoù-Unanet, Alamagn Kemmañ
Straedig e distrikt Shinjuku e Tokyo, a vez darempredet gant ar yakuzaed

Gerdarzh

kemmañ

Diwar ur gejadenn goll er c'hoari-kartoù おいちょかぶ oicho-kabu e teu ar ger « yakuza »[1].
Pal ar c'hoari-se eo tennañ teir c'hartenn 9 o sammad. Mard eo ar sammad brasoc'h eget 10 ne gonter nemet an eil kartenn, nemet un 10 e vefe, rak 10 = 1. An dornad gwashañ eo 8-9-3 (ya-ku-sa) rak kevatal da 20 eo, ha kollet eo ar c'hoari rak 20 = 0.
Kement hag « eizh-nav-tri » e talvez yakuza rak :

ya a zeu eus yattsu, a dalvez "eizh",
ku zo "nav",
za a zeu eus un adstumm da 三 san a dalvez "tri".

"Ar re o deus kollet" eo ster an anv-mañ enta. Tud paour e vez ar yakuzaed da gentañ, tud e-maez ar gevredigezh.
Ur mell eus o bizied o deus bet da troc'hañ evit lod, pe evit plegañ pe evit bezañ degemeret en-dro.

 
Yakuzaded e karter Asakusa, Tokyo, 2007

Ar yakuzaed kentañ

kemmañ

En em vodet e oa ar re gentañ anezho evit en em zifenn diouzh ar samouraied. Makuto-ed ha machi-yako-ed a yae da ober div rann ar yakuzaed orin.

Ar yakuzaed bremañ

kemmañ

Ar familhoù pennañ

kemmañ
  • Yamaguchi-gumi
  • Sumiyoshi-rengo
  • Inagawa-kaï
  • Tao Yuai Jigyo Kummiai

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Levrlennadur

kemmañ

Sinema

kemmañ
  • ITAMI Jūzō (1992) : (ja) ミンボーの女 Minbō no Onna(en) Minbo: the Gentle Art of Japanese Extortion, The Gangster's Moll, The Anti-Extortion Woman[2].

Notennoù

kemmañ
  1. (ja) Kotobank
  2. (en) IMDb
  日本と日本文化のポータル — Porched Japan ha sevenadur Japan • Adkavit ar pennadoù a denn da Japan ha d'he sevenadur — 日本とその文化についてのページを見つける