Ur stêr eus mervent Kembre eo an Tawe, a dremen dre Pontardawe hag Abertawe.

Ar stêr Tawe e Pontardawe.

Eieniñ a ra e Llyn y Fan Fawr e Bannau Brycheiniog, e Powys hag aberiñ en Abertawe.

Un toullad stêrioù a deu da gemberiñ ganti evel an Twrch. Tremen a ra dre Cwm Tawe, ha Abercraf, Ystradgynlais, Ystalyfera, Pontardawe, Trebannws, Clydach, ha Treforys, a-raok en em deurel er mor en Abertawe.

Lennegezh

kemmañ

Meneg zo eus Llwch Tawe, eien ar stêr, e-barzh Culhwch ac Olwen, unan eus ar Mabinogi. Un anv kozh a vez graet eus ul lenn eo ar ger 'llwch' (= brezhoneg loc'h), a gaver ivez e "Talyllychau".