Ystalyfera
Ystalyfera zo ur gêriadenn hag ur gumuniezh e kreisteiz Kembre, e bwrdeistref Castell-nedd Port Talbot. Emañ e-kichen kember ar stêrioù Twrch ha Tawe, en hanternoz da gêr Abertawe.
Kreskiñ a reas Ystalyfera en XVIIIvet kantved, gant labour an houarn hag ar mengleuzioù glaou a oa tro-war-dro. Gant diskar an industriezh ez eus deuet kalz a gemmoù d'ar c'horn-bro e dibenn an XXvet kantved. Diwar ar 4 663 a dud a oa o chom e kumuniezh Ystalyfera e 2011 e oa 1 812 (40%) o komz kembraeg.