Teir Blevenn Aour an Diaoul
Teir Blevenn Aour an Diaoul pe Der Teufel mit den drei goldenen Haaren zo ur gontadenn alamanek dastumet gant ar vreudeur Grimm (KHM 29). Renket eo gant Aarne-Thompson dindan an niverenn 0461.
Tennañ a ra an anv da Teir Blevenn Aour an Diaoul, ur gontadenn vrezhonek dastumet gant Fañch an Uhel[1].
Kontadenn Grimm
kemmañE levrenn gentañ Kontadennoù Grimm, dindan an niverenn 29, ez eus kaoz eus ur vaouez paour hag a c'han ur mab hag ur groc'henenn laezh war e benn. Hag an dud da gompren e timezje da verc'h ar roue. Ar roue drouk a ya da welout ar bugel hag a bromet sevel ha magañ anezhañ e e gastell. E-lec'h-se e laka ar bugel en ur voest hag e sko ar voest er stêr. Kavet ar bugel gant ur mininer hag a sav ar mab.
Pevarzek vloaz goude e tremen ar roue dre ar vilin. Displegañ a ra an tad hag ar vamm penaos o deus kavet ar bugel. Hag ar roue da glask kaout an dizober adarre. Hag eñ da reiñ d'ar paotrig ul lizher da gas d'ar rouanez. Ne oar ket ar bugel e c'houlenn digant ar rouanez lazhañ anezhañ kenkent.
War e hent e kav bod e ti ur vaouez kozh. Hag eñ da gousket. E-pad an noz e teu laeron hag a lenn al lizher. Truez o deus ouzh ar paotr: skrivañ a reont ul lizher all, urzh ennañ da eureujiñ merc'h ar roue dezhañ. Diouzh ar beure, ar paotr da gastell ar roue.
Dimezet eo, distreiñ a ra ar roue. Urzh a ro d'e vab-kaer da vont d'an ifern da gerc'hat blevennoù aour an diaoul. E-pad e veaj e rank respont da dri goulenn. Kavout a ra dor an ifern.
Kontadenn an Uhel
kemmañUr jardiner kozh e palez ar roue en deus bet e c'hwec'hvet bugel, ur mab. Ar roue en deus bet ur verc'h. Poufal a ra ar jardiner e timezo e vab da verc'h ar roue. Hag ar roue neuze da glask an tu da gaout an dizober eus mab ar jardiner evit ma ne dimezje ket d'e verc'h. Kas a ra anezhañ d'an ifern da glask teir barvenn aour an diaoul.
Liammoù diavaez
kemmañKontadenn Grimm
Notennoù
kemmañ- ↑ E Kontadennoù ar Bobl, levrenn 3, pajenn 35.