Templ ar Pavilhon Aour

romant
Templ ar Pavilhon Aour
Templ ar Pavilhon Aour
An erc'h war Templ ar Pavilhon Aour

Oberer Yukio Mishima
Bro Banniel Japan Japan
Stumm Romant
Doare orin
Yezh Japaneg
Titl 金閣寺
Mouladur kentañ 1956
Doare galleg
Troer Marc Mécréant
Embanner Gallimard
Rummad-levrioù Du Monde Entier
Bloavezh 1961
Niver a bajennoù 267


Templ ar Pavilhon Aour (金閣寺, Kinkaku-ji) zo ur romant gant ar skrivagner japanat Yukio Mishima, embannet e 1956.

Diazezet eo al levr diwar tangwall Templ ar Pavilhon Aour e Kyoto, gant ur manac’h boudaeat yaouank, e 1950. Ar pavilhon, bet savet a-raok ar bloavezh 1400, a oa bet salvet diouzh an distruj meur a wech abaoe e savadur, memes e-pad ar brezelioù. Neuze e nec’has kalz an tangwall. Daneveller ar romant eo Mizoguchi, an tangwaller e-unan, un den divalav tre ha besteod. An oberer a lak sorc’henn ar gened da vezañ abeg e follentez.

Diverradur

kemmañ

Mizoguchi a zo mab d'ur beleg boudaat. Emañ o chom gant e eontr war ar maez e Japan, e kêr Shiraku. Tennañ a ra diouzh e dad skeudenn ur Pavilhon Aour hollgaer, ar bravañ savadur er bed ; ha tamm-ha-tamm e tro ar skeudenn-se dave ar gened evitañ.

O vezañ paour ha besteod, n’en deus mignon ebet er skol, ha kreskiñ a ra ennañ ar c’hoant d'en em veñjiñ.

E dad, klañv, a gas anezhañ d’an templ evit ar wech gentañ e 1944. Kerseet tre emañ Mizoguchi gant kened furmel ar pavilhon, bet soñjet anezhañ e-giz ur fromadenn e-lec’h un dra furmel. Diskouezet eo d’ar superior, Tayama Dosen. Goude marv e dad, an den yaouank a ya da vezañ neveziad er Pavilhon Aour.

Boemerezh e-keñver an templ a ya war vrasaat en e galon. Hag ar c’hoant da vezañ e vestr, pe zoken e zistrujer, a gresk da heul ivez. Dont a ra da vezañ mignon Tsurukawa, un neveziad all, a vez sellet gant Mizoguchi e-giz pell gwelloc’h egetañ. Met mervel a ra Tsurukawa, marteze eus un emlazh. Mizoguchi a dro neuze d’ur c’hamalad skol-veur, Kashiwagi, dichek tre an tamm anezhañ, hag a lak santimantoù vended ha krizded ar vuhez da greskiñ e neveziad ar Pavilhon.

A-genstur gant se e sav enebiezh etre Mizoguchi hag e vestr, Tayama Dosen ; kompren a ra neuze Mizoguchi ne vo ket biskoazh mestr war an templ. Dibab a ra eta aktiñ, en ur entanañ ar pavilhon.

E senenn divezhañ al levr, chom a ra da arvestiñ ouzh e oberenn, en ur vogediñ. Disammet eo, a-benn ar fin : « C’hoant am boa bevañ » emezañ.

Embannadurioù gallek

kemmañ

Yukio Mishima, Le Pavillon d'or, Paris, Gallimard, coll. « Du monde entier », 1961 ; réédition, Paris, Gallimard, coll. « Folio » no 649, 1975 et 1995 (ISBN 2-07-036649-9)

Dezneuziadennoù

kemmañ

Sinema

kemmañ
  • 1958 : Ar Glaoutan (炎上, Enjō), film japanat savet gant Kon Ichikawa, gant Raizō Ichikawa, Tatsuya Nakadai ha Ganjirō Nakamura
  • 1976 : Templ ar Pavilhon Aour (金閣寺, Kinkaku-ji), film japanat savet gant Yōichi Takabayashi
  • 1985 : Mishima, ur Vuhez e Pevar Arvest, film savet gant Paul Schrader

C’hoariva

kemmañ
  • 2011 : Templ ar Pavilhon Aour a zo dezneuziet gant ar skrivagner Serge Lamothe ha c’hoariet e Kanagawa Art Theater, Yokohama, Japan, leurennet gant Amon Miyamoto.

Sonerezh

kemmañ
  • 2013 : Le Pavillon d’Or, oberenn sonerezh awenet diwar Mishima ha skrivet gant ar c’hompozour Karol Beffa.


  日本と日本文化のポータル — Porched Japan ha sevenadur Japan • Adkavit ar pennadoù a denn da Japan ha d'he sevenadur — 日本とその文化についてのページを見つける