Kinkaku-ji
Kinkaku-ji | |
---|---|
Ar Pavilhon Aour | |
Diskouezadur | |
Anv japaneg | 金閣寺 |
Feiz | Boudaegezh |
Seurt | Templ boudaat |
Skol voudaat | Rinzai |
Deroù ar saverezh | 1397 |
Tachenn internet | http://www.shokoku-ji.jp/ |
Douaroniezh | |
Bro | Japan |
Rannvro | Kansai |
Prefedva | Kyoto |
Kêr | Kyōto |
Ar c’h/Kinkaku-ji (金閣寺, ger ha ger « Templ ar Pavilhon Aour ») a zo anv boutin ar Rokuon-ji (鹿苑寺, ger ha ger « Templ Impalaerel Liorzh ar C’hirvi »), un templ eus Kyōto e bro Japan.
Lec’hierezh
kemmañEmañ Templ ar Pavilhon Aour, pe Ginkaku-ji e kreisteiz arondisamant Kita eus kêr Gyōto (prefedva Kyoto), war enezenn Honshū, war-dro 370 km pell diouzh Tokyo, kêrbenn bro Japan. Ouzh troad fas-viz menez Kinugasa (201 m), un dorgenn goloet gant ur c’hoad broadel a wez pin, en em ledan a ra diwar 93 000 m² (9,3 ha). An hent a grog ouzh ar moger-tro reter, anvet alies « Hent Kinukakel », a ya betek ar Ryōan-ji hag an Ninna-ji, temploù all tro-war-dro.
Istor
kemmañE-pad ar bloavezhioù 1220, e vez kavet war al lec’h-se ar villa Kitayamadai eus Saionji Kintsune (1171-1244, mestr ar c’hlann Saionji, dindan renerezh ar Fujiwara) hag an templ Saionji, echuet e 1224. War-lerc'h diskar ar Saionji ne vezont ket kempennet ken ar savadurioù ; nemet ur poull a chom eus ar mare-se.
Yoshimitsu (1358-1408), trede shogun Ashikaga, a zilezas e c’halloud e 1394 evit m’e gemerfe e vab Yoshimochi. Tri bloavezh war-lerc'h, e 1397, prenañ a ra al lec’h digant ar c’hlann Saionji ha kregiñ a ra sevel un ti-hañv nevez, Kitayamaden, en ur ober e seizh posubl evit sevel ul lec’h dispar, hag a vo miret relegoù boudaeg ennañ. Chom a ra Yoshimitsu aze betek e varv. Goude-se, en ur heuliañ het e dad, e vab Yoshimochi a lak ar villa da vezañ un templ zen, eus ar skol Rinzai, hag envel a ra anezhañ Rokuon-ji.
Losket eo bet an templ meur a wech e-pad ar brezel Ōnin (1467-1477), ha nemet ar Pailhon a zo bet salvet. Ar jadin e-neus dalc'het e stad orin evelato.
D’an 10 a viz even 1897, ar Stad japanat a embannas ul lezenn diwar-benn gwarez ar santualioù hag ar temploù kozh. Ar c’hinkaku-ji a deuas da vezañ unan eus ar c’hentañ teñzorioù broadel.
D’an 2 a viz gouere 1950, ar Pavilhon Aour a-bezh a zo bet losket gant ur manac’h sod ; emañ diazezet romant Yukio Mishima, Templ ar Pavilhon Aour, diwar an degouezhadenn-se. Ar savadur a-vremañ, adsavet heñvel-vi ouzh an hini orin, zo bet echuet e 1955. Dre m’int ket dilez e zanvez, tennet eo bet diouzh rummad an teñzorioù broadel. Hogen park an templ, lec’hienn istorel ispisial abaoe 1925, a zo gwaret adarre e 1956.
Nevezet eo bet e 1987, ha lakaet eo bet ur gwiskad pemp kwech tevoc’h a aour warnañ, hag ouzhpenn-se e vefe bet lakaet ur seurt gwernis urushiol (an eoul produet gant ar sumak binimus) evit e wareziñ diouzh an amzer fall. Al lakenn-se a oa implijet gwechall da wareziñ meur a urselioù, evel an armoù, an oberennoù hag an arrebeuri.
Ouzhpennet eo bet ar Pavilhon Aour war listenn glad bedel an UNESCO e 1994, e-touez ar savadurioù istorel eus Kyoto gozh.
Architekterezh
kemmañAr Pavilhon Aour a zo ur savadur heson ha kran, graet gant tri seurt architekterezh disheñvel :
- Shinden-zukuri evit an ardraoñ (Hō-sui-in), stil palezioù ar maread Heian ;
- Buke-zukuri evit an estaj kentañ (Chō-on-dō), stil tiez ar samourai ;
- Karayō evit an eil estaj (Kukkyō-chō), stil an temploù zen.
Emañ war lein an toen skulterezh ur « fenghuang » alaouret, pe « feniks chinez ».
-
Ar feniks chinez fenghuang war-lein an toen.
-
Gweladennerezed o tougen ur c’himono.
-
Tamm eus an eil estaj.
-
Gwel an templ.
Notennoù geriadel divyezhek
kemmañ- Menez Kinugasa (衣笠山, Kinugasa-yama, ger ha ger. « menez goloet gant un tok chinez »), anvet ivez « menez Kinukake (衣掛山, Kinukake-yama) », skrivet c’hoazh « 絹掛山 (Kinukake-yama, ger ha ger « menez goloet gant seiz ») ». Hervez ar mojenn, e-pad ar maread Heian (794-1185), an 59vet Impalaer a vro-Japan, Uda, hag a oa o chom ‘ba’ Heian-kyō, o doa c’hoant gwelout e-kreiz an hañv lein ur menez goloet gant erc’h. Abalamour da-se e oa bet lakaet ul liñsel seiz wenn war hini menez Kinugasa ;
- Hent Kinukake (きぬかけの路, Kinukake no michi) ;
- Pavilhon Aour(金閣, Hinkaku) ;
- « Feniks chinez » (鳳凰, Hōō).